Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 7 - 8 - 9 - 10 - 11 >>

Un digarez a-feson e oa bet evit an ti-kęr lid-digeriń Festival Levrioů Breizh Gwenrann d’ar Sadorn 20 a viz Du 2010 evit sinań ez ofisiel ar garta Ya d’ar brezhoneg.
 


Gant it. Lena Louarn, besprezidantez ar C'huzul-rannvro e karg eus yezhoů Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg eo bet roet d'an ao. Herve Pellois, maer Sant-Teve ha kuzulier-departamant al label Ya d'ar brezhoneg live 2 d'an 19 a viz Du 2010.
 


E kenlabour gant ti-kęr Sant-Ervlan hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh al Liger-Atlantel, d’al Lun 22 a viz Du 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c’hlasoů divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriń ur c'hlas e skol Jacqueline Auriol e 2011.
 


Dalc'het eo bet kuzul-merań kentań an Ofis Publik d’ar 15 a viz Here 2010 e Karaez dirak ar Prefed rannvro, Prezidant Kuzul-rannvro Breizh ha Rektor an Akademiezh. Ur c’hammed pouezus evit frammań politikerezh ar yezh e Breizh.
 


E kenlabour gant ti-kęr Sant-Martin-war-ar-Maez hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh Penn-ar-Bed, d’ar Meurzh 9 a viz Du 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c’hlasoů divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriń ur c'hlas e skol ar Gouelou e 2011.
 


Ur bern tud a oa deuet evit sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg d’ar Gwener 5 a viz Du 2010 gant an ao. Gilbert Nigen, maer, dirak an ao. Philippe Guillermot, kuzulier-kęr, an it. Jeannine Guyomarch, eilmaerez, an ao Louis Rouzic, maer a enor, an ao. Richard Ferrand, besprezidant ar C’huzul-departamant ha Kuzulier-rannvro, an ao. Christian Troadeg, maer Karaez ha prezidant Kumuniezh-kumunioů ar Poc’hęr hag an ao. Erwan ar C’hoadig, eus Ajańs diorren Ofis Publik ar Brezhoneg.
 


E kenlabour gant ti-kęr Plourin-Montroulez hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh Penn-ar-Bed, d’ar Merc’her 20 a viz Here 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c’hlasoů divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriń ur c'hlas er skol-vamm Martin Luther King e 2011.
 


E kenlabour gant ti-kęr Pluguen hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh Penn-ar-Bed, d’ar Meurzh 19 a viz Here 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c’hlasoů divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriń ur c'hlas er skol-vamm Saint-Exupéry e 2011.
 


Echu eo an distro-skol hag ar bilańs kentań a laka war wel ez eus bremań 13450 skoliad (+3,18%) en hentadoů divyezhek. 400 lec’h kelenn zo en holl, ur sifr arouezius.
 


O vont war-raok emań ar garta Ya d’ar brezhoneg : 3 strollegezh nevez a vro Leon o doa sinet d’an 10 a viz Gwengolo 2010 e Lańriware.


 

Pajennoù : << 7 - 8 - 9 - 10 - 11 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn