Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 9 - 10 - 11 - 12 - 13 >>

Enlinenn emań doareoł brezhonek Spamihilator ha Doodle evit skoazellań ar vrezhonegerien. Stankań ha didoueziań ar posteloł strobus en em gav war ar postelerioł a ra Spamihilator. Doodle eus e du a skoazell da lakaat ha da verań emvodoł publik pe brevez, pellbrezegennoł, kuzulioł-merań, sontadegoł bihan ha kement zo.
 


Roet e oa bet al label d’ar Merc’her 26 a viz Mae 2010 gant an it. Lena Louarn, prezidantez an Ofis ha trede besprezidantez ar Rannvro, d’an it. Genevičve Richard, eilmaerez kentań.
 


Enlinenn emań doareoł brezhonek Spamihilator ha Doodle evit skoazellań ar vrezhonegerien. Stankań ha didoueziań ar spamoł a erru war ar postelerioł a ra Spamihilator ha Doodle a skoazell da lakaat ha da verań emvodoł publik pe brevez, pellbrezegennoł, kuzulioł-merań, sontadegoł bihan ha kement ‘zo.
 


E Kuzul-rannvro Breizh eo bet lidet d’ar Merc’her 19 a viz Mae 2010 9vet PrizIO% rannvroel dazont ar brezhoneg dirak an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg ha besprezidantez ar C’huzul-rannvro e-karg eus Yezhoł Breizh hag an ao. Jean-Michel Le Boulanger, besprezidant ar C’huzul-rannvro e-karg eus ar sevenadur hag an ober sevenadurel.
 


Lid-sinań an emglev a oa bet dalc’het e Kastell-Nevez-ar-Faou d’ar 16 a viz Ebrel 2010 dirak Chan-Klaod Taleg, prezidant ar gevredigezh, Janig Gueguen, karget eus an teuliad-se er gevredigezh, Christian Ménard, kannad-maer Kastell-Nevez-ar-Faou hag Erwan ar C’hoadig, eus Ajańs diorren an Ofis.
 


War un ton gouel eo bet dalc’het lid-sinań Ya d’ar brezhoneg gant ar gumun abalamour d’ar Redadeg a dremene e Plounevez d’ar Gwener 14 a viz Mae 2010 diouzh ar mintin.
 


Evit ar 6vet bloavezh da-heul e vo aozet, d’ar 15 a viz Mae 2010, Nozvezh europat ar Mirdioł. Kinnig a reer abadennoł e brezhoneg e Dinan hag e Brec’h.
 


Gant kumun Laozag eo bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg ha fellout a ra dezhi kas da benn 7 ober dindan 3 bloaz.
 


Goude Geriaoueg ar vuhez foran, Anvioł bronneged Europa ha Geriaoueg ar stalioł eo bet embannet ar c’heriaoueg nevez-se gant TermBret : 500 termen diazez evit an dud a vicher hag evit Yann vrezhoneger.
 


Embannet eo bet bilańs bloaziek ar c’helenn d’an oadourien gant Arsellva Ofis ar Brezhoneg: 5 000 den deuet o deus heuliet kentelioł brezhoneg e-kerzh ar bloavezh 2009 dre gentelioł sizhuniek, dre stajoł pe dre lizher, da lavaret eo +2,5 % e-keńver 2008.
 

Pajennoù : << 9 - 10 - 11 - 12 - 13 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn