Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Roet ez eus bet lańs d’an Diazezadur publik Ofis Publik ar Brezhoneg

Dalc'het eo bet kuzul-merań kentań an Ofis Publik d’ar 15 a viz Here 2010 e Karaez dirak ar Prefed rannvro, Prezidant Kuzul-rannvro Breizh ha Rektor an Akademiezh. Ur c’hammed pouezus evit frammań politikerezh ar yezh e Breizh.

D’ar 15 a viz Here 2010 a oa bet dalc’het e Karaez, sez an Ofis, kuzul-merań kentań an diazezadur publik nevez « Ofis Publik ar Brezhoneg – Office Public de la Langue Bretonne » dirak an ao. Michel Cadot, prefed Rannvro Breizh, an ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Rannvro Breizh, an ao. Alain Miossec, rektor akademiezh Roazhon, an it. Lena Louarn, besprezidantez er C’huzul-rannvro e karg eus yezhoł Breizh, an it. Yannick Lebaupin, besprezidantez Kuzul-departamant al Liger-Atlantel, an ao. Andrev ar Gag, dileuriet evit ar yezh e Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, an ao. Martial Gabillard, Kuzulier-departamant en Il-ha-Gwilen, an it. Jeanine Le Bechec, Kuzulierez-departamant en Aodoł-an-Arvor hag an ao. Christian Troadeg, maer Karaez.

Tud e karg kevredigezhioł kerent ar skolidi evit an tri hentad divyezhek a zo ezel eus kuzul-merań an Ofis Publik ivez, da lavaret eo an ao. Paul Molac (Div Yezh Breizh), an ao. Yannig Baron (Dihun) hag an ao. Padrig Herve (Diwan Breizh).

Da-geńver ar c’huzul-merań-mań eo bet dilennet an it. Lena Louarn da brezidantez an diazezadur publik hag anvet eo bet an ao. Fulup Jakez war ar post rener.
A-hend-all ez eo bet anvet an ao. Bernez Rouz (e karg eus ar programmoł e brezhoneg war Frańs 3 Breizh) evel den perzhek gant ar strollegezhioł lec'hel tra m'he deus anvet ar Stad an it. Gwenola Sohier-Roparz (ensellerez pedagogel rannvroel war yezh ha sevenadur Breizh).

Un darvoud istorel eo krouidigezh diazezadur publik ar brezhoneg : ar wezh kentań eo e vez roet lańs d’ur framm publik padus diwar youl ar Stad hag ar strollegezhioł lec’hel.
Ouzhpenn d’ar c’hefridioł meret gant an Ofis e vo lakaet ar pouez en amzer da zont war frammań diorren ar c'helenn divyezhek evit gallout stummań muioc'h a yezherien.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn