Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
 
Degemer al lizher kelaouiñ
10vet deiz-ha-bloaz an Ofis, Prizioł rannvroel dazont ar brezhoneg : un devezh leun a bromesaoł evit ar brezhoneg

Lidet eo bet dekvet deiz-ha-bloaz Ofis ar Brezhoneg d’ar Sadorn 30 a viz Mae 2009 e Palez ar c’hendalc'hioł en Oriant. Ouzhpenn 150 den, izili an Ofis, dilennidi ha tud kar o yezh o deus kemeret perzh en darvoud-mań. En endervezh, hag evel bep bloaz da-geńver Gouel Erwan, e oa bet roet Prizioł rannvroel dazont ar brezhoneg e anv ar C'huzul-rannvro.
 
Ya d’ar brezhoneg : Mont war-raok fonnus a fell da Rieg


Prezegennoł a bep seurt, kanennoł e brezhoneg gant bugale skol divyezhek Kemperle, kan-ha-diskan, tud niverus : ur gouel gwirion e oa deuet da vezań lid-roidigezh label live 1 ha lid-sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg (live 2) kumun Rieg dirak an ao. Sebastien Miossec, maer hag an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.
  Sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kumun ar Bonoł : ar c’hoant d’ober mat an traoł


Tomm e oa an aergelc’h e ti-kźr ar Bonoł d’ar Sadorn 6 a viz Mezheven e-pad al lid-sinań. War ar renk evit tapout al label live 1 eo bet lakaet e gumun gant an ao. Bernard Skoarneg, maer, dirak an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar brezhoneg,.

  1999-2009 - Deiz-ha-bloaz Ofis ar Brezhoneg

Hag eñ bet krouet e 1999, lidañ a raio an Ofis e 10vet deiz-ha-bloaz er bloaz-mañ. Da geñver an darvoud-se e vo aozet un devezh diwar-benn diorren ar yezh er vuhez foran hag er skol d'an 30 a viz Mae e Palez ar c'hendalc'hioù en Oriant. Eno e vo an oberourien bennañ war an tachennoù-se. E fin an endervezh e vo deroet 8vet Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg.
Mar fell deoc'h kemer perzh en devezh-se e c'hallot pellgargañ ar bedadenn (liamm amañ dindan) hag adkas deomp ar baperennig enskrivañ a-raok ar 15 a viz Mae. Diwallit, evit abegoù aozañ e ranker en em enskrivañ dre ret.

Pedadenn (1,75 Mo)

 
Embannadurioù
Fichier pdf : (998 ko) DA LENN niv. 23 - Goańv 2008
Fichier pdf : (1208 ko) Roll ar c'hentelioł brezhoneg 2008-2009
Fichier pdf : (1406 ko) Karta Ya d'ar brezhoneg er c'humunioł
Fichier pdf : (6152 ko) Danevell obererezh Ofis ar Brezhoneg - 2008
Fichier pdf : (1068 ko) Plaketenn war an divyezhegezh abred
An holl embannadurioù

Kinnigoù labour
Magazenner(ez) (Sant-Brieg)
Rener(ez) (Plijidi (22))
Tachenn : Merań ha diorren
Skolaerien zivyezhek eiler (Departamantoł Penn-ha-Bed ha Mor-Bihan)
Tachenn : Kelenn e brezhoneg
An holl ginnigoù labour

 
     
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù