Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod foran diwar-benn ar c’helenn publik divyezhek e Pluguen

E kenlabour gant ti-kêr Pluguen hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh Penn-ar-Bed, d’ar Meurzh 19 a viz Here 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c’hlasoù divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriñ ur c'hlas er skol-vamm Saint-Exupéry e 2011.

Gant an ao. Vincent Breton, enseller an Deskadurezh Stad hag an it. Gwenola Sohier-Roparz, ensellerez pedagogel rannvroel war yezh ha sevenadur Breizh e vo kemeret ar gaoz e-pad an abadenn. Dalc’het e vo an emvod-se e sal Salvador Allende d’ar Meurzh 19 a viz Here da 8 eur 30 g.m. . Mont-tre dieub ha digoust.

A-hend-all, un abadenn gelaouiñ war an divyezhegezh abred a vo aozet evit tud ar vugale, d’ar Meurzh 16 a viz Du da 8 eur 30 g.m. Kinniget e vo gant an ao. Gilbert Dalgalian, psiko-yezhoniour, arbennigour war an deskadurezh divyezhek.

Evit gouzout hiroc’h, kit e darempred gant an ao. Erwan ar C’hoadig eus an Ofis Publik.
Pgz : 02 99 90 30 16 – Postel : erwan.koadig@ofis-bzh.org
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn