Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kumun Speied a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

Ur bern tud a oa deuet evit sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg d’ar Gwener 5 a viz Du 2010 gant an ao. Gilbert Nigen, maer, dirak an ao. Philippe Guillermot, kuzulier-kêr, an it. Jeannine Guyomarch, eilmaerez, an ao Louis Rouzic, maer a enor, an ao. Richard Ferrand, besprezidant ar C’huzul-departamant ha Kuzulier-rannvro, an ao. Christian Troadeg, maer Karaez ha prezidant Kumuniezh-kumunioù ar Poc’hêr hag an ao. Erwan ar C’hoadig, eus Ajañs diorren Ofis Publik ar Brezhoneg.

Gant kumun Speied ez eus bet dibabet 5 ober da gas da benn dindan bloaz.

3 ober a sell ouzh ar panellerezh : staliet e vo panelloù divyezhek war an hentoù mont-tre ha mont e-maez ar gumun ; staliet e vo ur panellerezh divyezhek e diavaez ha diabarzh savadurioù an ti-kêr ; plakennoù-straed divyezhek a vo lakaet diwar vremañ pa vo badezet ur straed nevez ha/pe pa vo cheñchet ar plakennoù kozh.

Mod-all e vo kinniget pennad-stur ar c’hannadig-kêr en div yezh.

Ha brudet e vo an emglev Ya d’ar brezhoneg gant an ti-kêr davet kenwerzhourien, kevredigezhioù hag embregerezhioù Speied.




 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn