Gant Arsellva implij ar yezhoù e vez dastumet ar roadennoù sokioyezhoniel ret-holl da gompren stad bremañ ar brezhoneg. Da c'houde e vez dielfennet ar roadennoù-se, ha skignet e vezont war-bouez un danevell hollek ha teuliadoù a denn da zanvez pe zanvez. An enklask-se a vez adlakaet war ar stern ingal. Reiñ a ra tu da sevel kinnigoù resis ha dereat a-benn lakaat politikerezhioù terkerezh yezhel e plas evit mad ar brezhoneg.
Roazhon
Pgz : 02 23 44 04 33
Plr : 02 23 44 04 39
Arsellva
Labourat a
ra ar Servij Treiñ evit obererien a-leizh
e domanioù liesseurt-kaer (melestradurezh,
urzhiataerezh, savouriezh, mererezh al lastez,
sevenadur...). Teurel a ra evezh e ve implijet
reizh ar yezh, ha kinnig a ra ur skoazell bad
evit lakaat ar brezhoneg er vuhez foran dre guzuliañ
an aozadurioù a-fet lennusted ha doare
kinnig ar skridoù divyezhek. Gantañ
e vez heuliet an teuliadoù penn-da-benn,
betek adlenn an amprouennoù. Kinnig a ra
ivez ur servij skoazellañ war an tomm,
hag ez adlenn troidigezhioù pe testennoù
deuet a-ziavaez d'an Ofis Publik.
Karaez
Pgz : 02 98 99 30 17
Plr : 02 98 99 30 19
Treiñ
Roazhon
Pgz : 02 23 44 04 37
Plr : 02 23 44 04 39
Treiñ

An Ajañs
Diorren zo he c'hefridi kas implij ar brezhoneg
war-raok en holl gevrennoù eus ar gevredigezh.
Harpañ a ra an dud en o raktresoù,
ha dreist-holl atizañ ar strollegezhioù,
an embregerezhioù hag ar c'hevredigezhioù
da lakaat politikerezhioù yezhel divyezhek
e plas. Aozañ a ra ivez koulzadoù
termenet mat evit luskañ ha kizidikaat
an dud. E 2001 en doa roet lañs an Ofis
Publik d'ur c'houlzad hollek, Ya d'ar Brezhoneg
e anv, gant ar pal tapout holl obererien ar gevredigezh
e-barzh dazont ar yezh. Deuit e darempred ganeomp
hep gortoz pelloc'h m'hoc'h eus ur raktres da
zisplegañ dimp.
Karaez
Pgz : 02 98 99 30 16
Plr : 02 98 99 30 19
Diorren
Roazhon
Pgz : 02 23 44 04 31
Plr : 02 23 44 04 39
Diorren
Naoned
Pgz : 02 51 82 48 36
Plr : 02 40 89 02 79
Diorren
Kawan
Pgz : 02 96 49 12 08
Plr : 09 79 94 64 31
Diorren
|
|
Ar servij-se zo e gefridi dastum, mirout ha skignañ glad ar brezhoneg dre gomz ha dre skrid. Kemer a ra preder dreist-holl da saveteiñ ha da skoueriekaat ar glad lec'hanvadurezh dibar zo e Breizh. Kenlabourat a ra gant an tiez-kêr evit sevel skriturioù reizh da anvioù-lec'h Breizh. Bemdez e vez hizivaet ur bank roadennoù lec'hanvadurezh, ennañ eilstummoù, stummoù kozh, distagadurioù treuzkrivet gant al lizherenneg fonetikel kenkoulz ha stumm skoueriekaet pep anv-lec'h. Gantañ eo bet savet ar gartenn-hent kentañ eus Breizh e brezhoneg.

Karaez
Pgz : 02 98 99 30 14
Plr : 02 98 99 30 19
Glad
Plañvour
Pgz : 02 97 85 23 71
Plr : 02 97 85 23 71
Glad
TermBret, kreizenn
dermenadurezh, a ambroug diorren rekis ar brezhoneg
en domanioù nevez a zigor dirazañ
(deskadurezh, kenwerzh hag ekonomiezh, mediaoù,
melestradurezh, panellerezh, urzhiaterezh ha teknologiezhioù
nevez) dre sevel geriaouegoù teknikel modern
hag azas. Gant an Ofis Publik e vez skignet an
termenoù-se hag aliet an aozadurioù
a raio implij anezho.
Roazhon
Pgz : 02 23 44 04 37
Plr : 02 23 44 04 39
Termbret
|