Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod foran diwar-benn ar c’helenn publik divyezhek e Sant-Ervlan

E kenlabour gant ti-kęr Sant-Ervlan hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh al Liger-Atlantel, d’al Lun 22 a viz Du 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c’hlasoů divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriń ur c'hlas e skol Jacqueline Auriol e 2011.

Gant an it. Marie-Pierre Laraufie-Frenoy, Ensellerez an Deskadurezh Stad hag an it. Gaëlle Le Bourdonnec, Ensellerez an Deskadurezh Stad 1ań derez war yezh ha sevenadur Breizh e vo kemeret ar gaoz e-pad an abadenn. Dalc’het e vo an emvod-se e Kreizenn sokiosevenadurel ar Bourk – Sal Breizh d’al Lun 22 a viz Du da 7 g.m.. Mont-tre dieub ha digoust.

Evit gouzout hiroc’h, kit e darempred gant an ao. Visant Roue eus an Ofis Publik.
Pgz : 02 51 82 48 35 – Postel : visant.roue@ofis-bzh.org

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn