Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur ar garta gant Kumuniezh-kumunioù Bro an Hirwazh ha kumunioù Lannildud ha Porspoder

O vont war-raok emañ ar garta Ya d’ar brezhoneg : 3 strollegezh nevez a vro Leon o doa sinet d’an 10 a viz Gwengolo 2010 e Lañriware.



Dirak an it. Lena Louarn, bespresidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis, an ao. Talarmin, prezidant ar GK (maer Plouarzhel, bet sinet ar garta gantañ c’hoazh) hag ar besprezidant, an ao. Reun Treger (maer Treouergad), an ao. Raymond Mellaza, maer Lannildud hag an it. Colin-Maréchal, kuzulierez-kêr e Porspoder, o doa sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg.

Dibabet o deus an 3 strollegezh labourat a-benn tapout al label live 1 ac’hann da vloaz pe zaou.
Heuliañ a reont, gant ar sinadur-se, skouer 6 kumun all eus ar gumuniezh (Konk-Leon, Lokmaria-Plouzane, Milizag, Plouarzhel, Plougonvelen ha Treouergad) ha gellout a raint, pep hini gant he lusk, diorren ar brezhoneg war tachenn ar gumuniezh.

En he frezegenn he doa pouezet an it. Lena Louarn war an ezhomm da ziorren ar brezhoneg e skolioù ar Gumuniezh-kumunioù. An tri hentad divyezhek – Diwan, publik ha prevez – a zo staliet dija e skolioù ar gumuniezh hag an niver a skolidi a gresk ingal.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn