Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod foran diwar-benn ar c’helenn publik divyezhek e Plourin-Montroulez

E kenlabour gant ti-kęr Plourin-Montroulez hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh Penn-ar-Bed, d’ar Merc’her 20 a viz Here 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c’hlasoů divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriń ur c'hlas er skol-vamm Martin Luther King e 2011.

Gant an it. Sylvie Le Guennec, ensellerez an Deskadurezh Stad hag an it. Gaëlle Le Bourdonnec, ensellerez pedagogel rannvroel war yezh ha sevenadur Breizh e vo kemeret ar gaoz e-pad an abadenn. Dalc’het e vo an emvod-se e ti-kęr Plourin-Montroulez d’ar Merc’her 20 a viz Here da 8 eur 30 g.m., sal ar c’huzul. Mont-tre dieub ha digoust.

A-hend-all, un abadenn gelaouiń war an divyezhegezh abred a vo aozet evit tud ar vugale, d’ar Meurzh 23 a viz Du da 8 eur 30 g.m. Kinniget e vo gant an ao. Gilbert Dalgalian, psiko-yezhoniour, arbennigour war an deskadurezh divyezhek.

Evit gouzout hiroc’h, kit e darempred gant an ao. Guillaume Morin eus an Ofis Publik.
Pgz : 02 96 49 12 08 – Postel : ofis22@ofis-bzh.org
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn