Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Gwenrann a sin ar garta Ya d'ar brezhoneg

Un digarez a-feson e oa bet evit an ti-kêr lid-digeriñ Festival Levrioù Breizh Gwenrann d’ar Sadorn 20 a viz Du 2010 evit sinañ ez ofisiel ar garta Ya d’ar brezhoneg.

Dirak ur c’hant bennak a dud, an ao. Christophe Priou, kannad-maer hag an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg o deus sinet ar garta a lakaio ar gumun da gas 5 ober da benn dindan bloaz evit gounit al label a live 1.

An ao. Yves Metaireau, maer ar Baol-Skoubleg ha prezidant Kumuniezh-kumunioù Kab Atlantel, an it. Catherine Bailhache, eilmaerez Gwenrann karget eus ar sevenadur hag an it. Samira El Alaoui, en anv Kuzul-rannvro Broioù al Liger a oa deuet d’al lid ivez.

Divizet e oa bet gant kumun Gwenrann kas da benn ar 5 ober da-heul : staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun ; kemer perzh er vrudadeg evit ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien ; sevel kartennoù-bizit evit dilennidi ar gumun ; degas ur skaozell deknikel pe/ha ur skoazell arc’hant d’an hentadoù divyezhek (ur skol Diwan a zo e Gwenrann abaoe 1999) ; ha kaout un dalc’had levrioù brezhonek e levraoueg an ti-kêr a vo bouetaet ingal gant levrioù nevez.

Goude Pornizh ha Sant-Ervlan ez eo Gwenrann 3de kumun departamant al Liger-Atlantel o vezañ sinet ar garta.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn