|
|
|
|
|
|
|
Emvod kelaouiń diwar-benn ar c’helenn publik divyezhek e Sant-Martin-war-ar-Maez
E kenlabour gant ti-kęr Sant-Martin-war-ar-Maez hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh Penn-ar-Bed, d’ar Meurzh 9 a viz Du 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c’hlasoů divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriń ur c'hlas e skol ar Gouelou e 2011.
Gant an it. Sylvie Le Guennec, Ensellerez an Deskadurezh Stad hag an it. Gaëlle Le Bourdonnec, Ensellerez an Deskadurezh Stad 1ań derez war yezh ha sevenadur Breizh e vo kemeret ar gaoz e-pad an abadenn. Dalc’het e vo an emvod-se en Egorenn ar Roudour d’ar Meurzh 9 a viz Du da 8 g.m.. Mont-tre dieub ha digoust.
Evit gouzout hiroc’h, kit e darempred gant an ao. Fańch Jezekel eus an Ofis Publik.
Pgz : 02 98 99 30 16 – Postel : fanch.jezekel@ofis-bzh.org
|
|
|
|