Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sifroù kentañ distro-skol 2010

Echu eo an distro-skol hag ar bilañs kentañ a laka war wel ez eus bremañ 13450 skoliad (+3,18%) en hentadoù divyezhek. 400 lec’h kelenn zo en holl, ur sifr arouezius.

Gant Diwan emañ ar c’hresk kreñvañ en distro-skol-mañ (+ 4,77%), a-drugarez d'ur politikerezh diorren kaset war-raok abaoe meur a vloaz. Brasoc'h eo kresk Diwan eget hini ar c’hlasoù publik (+3,36%) ha prevez (+1,85%). Ne oa ket c'hoarvezet gwezh ebet betek-henn.

E Penn-ar-Bed emañ ar muiañ eus ar vugale atav, hag a-galz, pa’z eus bet tizhet ur bazenn nevez, hini ar 6000 skoliad. An dregantad kresk brasañ zo el Liger-Atlantel (+12,45%), e-lec’h ma’z eus bet tizhet ur bazenn ivez, hini ar 500 skoliad ha dreist-holl adlañset ar c’hrouiñ lec’hiadoù publik (ne oa bet digoret skol divyezhek nevez ebet abaoe 1999). Bihanoc’h eo ar c’hresk e Aodoù-an-Arvor (+3,57%) hag en Il-ha-Gwilen (+1,67%). Evit ar wezh kentañ n’eus ket a gresk er Mor-Bihan (-1,43% zoken).

Bihanoc’h eo ar c’hresk er c’hentañ derez eget en eil derez (ma’z eus +6,69% muioc’h a skolidi, pa gresk ar c’hentañ derez eus 2,52%), ar pezh a gadarna ez eus ezhomm da genderc’hel da frammañ an digeriñ skolioù evit adtapout ur c’hresk kreñvoc’h er bloavezhioù da zont.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn