Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ul label nevez Ya d’ar brezhoneg evit kumun Sant-Teve

Gant it. Lena Louarn, besprezidantez ar C'huzul-rannvro e karg eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg eo bet roet d'an ao. Herve Pellois, maer Sant-Teve ha kuzulier-departamant al label Ya d'ar brezhoneg live 2 d'an 19 a viz Du 2010.

Un toullad tud a oa war al lec’h, annezidi ha tud tomm o c’halon ouzh ar yezh, hag en o zouez, an ao. Patrick Hervio, eilmaer karget eus ar sevenadur, an it. Isabelle Ariaux, eilmaerez karget eus ar c’hehentiñ, an it. Raymonde Butterworth, eilmaerez Pleskob, karget eus ar sevenadur.

E miz Mae 2010 e oa bet roet al label live 1 d’ar gumun c’hoazh.

12 ober a zo bet kaset da benn an deiz hiziv gant Sant-Teve a denn, evit al lodenn vrasañ anezho, d’ar panellerezh divyezhek ha d’ar c’helenn, koulz er skolioù hag er c’hentelioù d’an oadourien.
Kreskiñ a ra ingal ar c’helenn divyezhek er gumun. Gant 20 % eus ar vugale skoliataet en un hentad divyezhek er skol-vamm e weler splann al labour kaset war-raok e Sant-Teve abaoe bloavezhioù bremañ. Gant ar sifr-se emañ ar gumun gant an eil plas e Breizh a-bezh evit ar c’humunioù enno 10.000 annezad.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn