Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 5 - 6 - 7 - 8 - 9 >>

Lec’hienn an treuzdougen a-stroll e Breizh eo Breizhgo. Dindan renerezh Rannvro Breizh ez eo bet savet. Ganti ez eo bet kenurzhiet an dastum titouroů digant ar strollegezhioů o kemer perzh ha treuzdougerien ar rouedadoů disheńvel. E brezhoneg ez eus tu d’he implijout a-drugarez da servij Treiń-Aliań an Ofis Publik, ouzhpenn ar galleg, saozneg, portugaleg ha spagnoleg.
 


Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant KK bro an Aberioů gant ar sońj kas 16 ober da benn dindan 3 bloaz gant an ao. Christian Calvez, prezidant ar KK ha maer Plouvien d’ar Gwener 13 a viz Mae 2011 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an Ofis Publik. Da-geńver an darvoud-mań eo bet sinet ar garta gant 7 kumun ezel eus ar Gumuniezh.
 


Gant Kuzul-rannvro Breizh hag an deskadurezh-Stad (GIP-FAR akademiezh Roazhon) eo kinniget an testeniekadur-mań. An diplom kentań eo evit an oadourien a zesk ar brezhoneg.
 


Dre ma oa bet kaset 5 ober da benn vat c’hoazh evit diorren ar yezh gant an Tolpad-kęrioů e oa bet roet al label a live 1 dezhań d’an 9 a viz Ebrel 2011. War ar marc’had ez eo deuet TK Lannuon-Treger da vezań an Tolpad-kęrioů kentań e Breizh o sinań live 2 ar garta.
 


D’an 20 a viz Ebrel 2011 eo bet roet al label d’an ao. Marc Cozilis, maer Kewenn, gant an ao. Ronan Postic eus Ajańs diorren an Ofis Publik, dirak an ao. Philippe Rondeau, eilmaer hag ur bern tud all.
 


Kinniget eo ar stummadur-mań gant ISFEC Breizh ha digor eo d’ar studierien ha d’an eilerien a fell dezho dont da vezań kelennerien divyezhek dre dapout ar Master hag ar genstrivadeg ispisal da vezań kelenner er skolioů divyezhek.


 


E kenlabour gant Ofis Publik ar Brezhoneg e vo aozet gant Renerezh Eskopti ar Gelennadurezh Katolik, d’ar Yaou 31 a viz Meurzh 2011, un emvod foran diwar-benn
« Mont en-dro ar c’hlasoů divyezhek er gelennadurezh katolik » dre ma'z eus eus ur raktres digeriń ur c'hlas divyezhek er skol Santez Bernadeta e Gwengolo 2011.

 


E miz Meurzh 2006 e oa bet lakaet TermOfis enlinenn e lec’hienn an Ofis.
24.000 termen hag ur c’hant tachenn bennak a yae d’ober an danvez anezhań.

Ar bajenn eus al lec’hienn a vez darempredet ar muiań eo hini TermOfis hag aet eo an diaz war greskiń ingal : o paouez tremen niver arouezel an 50.000 termen emeur.

 


Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an ao. Bernard Pelleter, maer Mellag dirak Erwan ar C’hoadig, eus Ajańs diorren an Ofis Publik d’al Lun 21 a viz C’hwevrer 2011 hag an ao. Loeiz ar Peńseg, bet ministr meur a wezh, eilmaer Mellag ha prezidant Kevredigezh C’hall ar C’humunioů hag ar Rannvroioů.
 


Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an it. Jacqueline Lazard, maerez Penmarc’h d’an 18 a viz C’hwever 2011 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoů Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg hag an ao. Jean-Paul Stanzell, prezidant Kumuniezh-kumunioů Su ar Vro Vigoudenn.
 

Pajennoù : << 5 - 6 - 7 - 8 - 9 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn