|
Kinnig a ra an Ofis dafar yezhel dave d'an holl
evit netra. TermOfis, ur bank termenoù, KerOfis,
un diaz diwar-benn anvioù-lec'h ar vro, hag ar
c'hentañ troer emgefre brezhoneg-galleg. Bemdez
e pinvidika skipailhoù an Ofis ar bankoù
titouroù hag ar binvioù kinniget gantañ.
Kinnig a ra TermOfis, bank roadennoù TermBret,
anezhañ kreizenn dermenadurezh an Ofis, termenoù
teknikel eus ar vuhez a-vremañ. An termenoù-se,
alies, ne gaver ket anezho er geriadurioù yezh
boutin. TermOfis hag a c'haller atersiñ
enlinenn abaoe miz Meurzh 2006 en deus graet berzh bras
peogwir e vez goulennataet ur wezh bep 4 munut, noz-deiz,
a-hed ar bloaz. Talvoudus eo TermOfis evit an
divrezhonegerien a fell dezho gouzout petra a dalvez
termen pe dermen ha ken talvoudus all eo evit ar
vrezhonegerien a fell dezho pinvidikaat o zamm geriaoueg
pe o deus ezhomm skoazell a-benn kas da benn labourioù
treiñ e brezhoneg.
Divizet an Ofis digeriñ d'an dud e vank titouroù
lec'hanvadurel, KerOfis. KerOfis emeur
ouzh e sevel abaoe ar bloavezhioù 1990. Diwarnañ
eo diazezet al labourioù a gas an Ofis da benn
evit kinnig ur skritur reishoc'h d'an anvioù-lec'h
brezhonek. E KerOfis e vo kavet titouroù
diwar-benn lec'hiadur pep anv ha titouroù istorel
ivez. Lec'hioù zo, ouzhpenn, a vo kavet ivez
displegadurioù etimologel evito pa'z int
bet studiet ganeomp diwar goulenn ar strollegezhioù
hon eus labouret evito. Ur bank titouroù hep
e bar eo KerOfis. Sur-mat e plijo d'an holl frioù-furch
nay gant hon anvioù-lec'h, ha bez' ez eus anezho
evel ma oar an holl. Servijout a raio d'an ensklaskerien
ha d'an holl re a fell dezho skrivañ o chomlec'h
e brezhoneg ivez.
Kemer a ra perzh Ofis ar Brezhoneg er raktres europat
Apertium kaset war-raok gant skol-veur Alacant
er Broioù Valencia, e Spagn. A-drugarez d'ar
c'henlabour-se hon eus gallet sevel ar c'hentañ
troer emgefre brezhoneg-galleg. Embannet eo bet
ar stumm 0.1 e miz Mae 2009 ha kenderc'hel a reer d'e
wellaat ha d'e glokaat bemdez. Pep evezhiadenn a vo
deuet mat (gerioù n'int ket anavezet, anvioù
divoutin a vank, reolennoù treuzkas eus an eil
yezh d'eben da wellaat...).
|
|