Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
Ofis Publik ar Brezhoneg zo un diazezadur publik bet krouet gant ar Stad, Kuzul-rannvro Breizh, Kuzul-rannvro Broioù al Liger ha kuzulioù-departamant al Liger-Atlantel, ar Mor-Bihan, an Il-ha-Gwilen, Aodoù-an-Arvor ha Penn-ar-Bed.
 
 
Krouet e oa bet gant un diferad prefedel d'ar 17 a viz Gwengolo 2010. Brudañ ha diorren ar brezhoneg eo e gefridi. Lakaat a ra da dalvezout ar politikerezhioù yezh a vez fiziet ennañ gant ar strollegezhioù publik zo ezel eus an Diazezadur. Strivañ a ra an Ofis Publik da frammañ diorroadur ar c'hinnig deskadurezh divyezhek peurgerket.

Krouidigezh Ofis Publik ar Brezhoneg, hag eñ kentañ benveg a seurt-se krouet e Frañs evit ar yezhoù tiriadel disheñvel diouzh ar galleg, zo anezhi un araokadenn vras evit ar brezhoneg. En un endro kontrol da vat (diouer a statud lezennel, koll dizehan a gomzerien), ez eo disoc'h ur preder hollek gant strollegezh-rannvro Breizh he deus divizet cheñch penn d'ar vazh en ur bourchas ur benveg a-ratozh gouestlet d'ar yezh.

Meur a dachenn labour zo lodek er gefridi hollek-se e-sell da gas implij ar yezh war-raok er vuhez foran. Pep hini anezho a glot gant unan eus servijoù an Ofis Publik.


  Kas a ra un heuliad oberoù, dezho da bal e teufe ar yezh muioc'h war wel er gevredigezh vreizhat.

  Oberoù
 

 

     

 

 

     
 
 
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn