Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 8 - 9 - 10 - 11 - 12 >>

E ti-kźr Gwengamp e oa bet aozet an abadenn da ginnig ar c’houlzad Plijus d’ar 14 a viz Gwengolo 2010, dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoł Breizh ha prezidantez an Ofis, an it. Annie Le Houérou, maerez Gwengamp (kumun he deus sinet ar garta), tud e karg an Ofis, ar c’hevread DAO (Deskiń d’an oadourien) ha frammoł kelenn Aodoł-an-Arvor.
 


Gant an ao. Franēois Goulard, kannad-maer Gwened, hag an ao. Dominique Mourier, maer Aradon, an hini kentań o vezań prezidant hag an eil besprezidant Gwened Tolpad, e oa bet degemeret e sez an Tolpad-kźrioł d’an 9 a viz Gwengolo 2010 an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoł Breizh ha prezidantez an Ofis, evit sinań ar garta.
 


Evel bep bloaz e vo digoret skolioł divyezhek nevez en distro-skol. Ar rouedad Diwan a zlefe digeriń ur skol nevez-flamm e Plogastell-Sant-Jermen er vro-Vigoudenn. Eus tu ar skolioł prevez e c'hortozer digoridigezh un hentad nevez e Lokournan, e bro-Leon ha treuzkaset e vo hentad divyezhek Ploubźr da Lannuon. Gant ar publik eo 4 lec’hiad divyezhek nevez a zlefe digeriń, e skolioł Plouha (22), Naoned (44), Kemperle ha Poullaouen (29).
 


D’ar Sadorn 19 a viz Mezheven e oa bet roet al label live 1 d’an ao. Gwigner an Henanff, maer Pleuwigner. D’ar memes deiz e oa bet sinet gant ar gumun live 2 ar garta gant 6 ober da gas da-benn ac’hann da 2013.
 


E 2009 e oa bet krouet ar stignad stummań-se. Kendalc’het e vo gantań er bloaz-mań ha kreńvaet zoken.

 


Degemeret eo bet emezeladur ar 6vet Kumuniezh-kumunioł d’ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an Ofis.
 


Chom a ra bro Gwengamp war ar podiom, en trede plas, evit an niver a yezherien. Ha 1225 den a zesk brezhoneg e doare pe zoare. Dale zo bet tapet avat, en dek vloaz diwezhań, evit diorren ar c’helenn divyezhek. Gwellaenn zo bet er bloavezhioł diwezhań memes tra.
 


Klub mell-droad kentań Breizh eo ar Plouzane AC o tivizout ez ofisiel labourat evit ar yezh.
 


Nevesaet eo bet ar meziant Kentika a ro an tu d’an deuliaouerien ha d’al levraouegerien da verań dalc’hadoł levrioł. Gant Maripol Gouret e oa bet kaset da benn un droidigezh vrezhonek eus ar meziant-se e 2008. Ganti eo bet nevesaet an droidigezh anezhań ur wezh c’hoazh.
 


Kreskiń a ra an niver a vugale e skolioł divyezhek Sant-Brieg, kevredigezhioł oberiant zo er vro met tachennoł a chom da c’hounit evit ar yezh er vuhez foran.
 

Pajennoù : << 8 - 9 - 10 - 11 - 12 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn