Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 6 - 7 - 8 - 9 - 10 >>

Bez’ ez eus eus Gwengamp unan eus ar c’hźrioł kentań ma’z eus bet lakaet panelloł divyezhek e Breizh ha kendelc’her a ra da vezań er penn a-raok evit lakaat ar brezhoneg war wel. Goude bezań staliet panelloł mont tre ha mont e-maez, panelloł heńchań, ha panelloł ouzh ar savadurioł he deus divizet kźr Gwengamp mont pelloc’h da ziskouez ar yezh er vuhez foran o lakaat plakennoł-straed divyezhek e pep lec’h.

 


Deuet e oa er-maez stumm 0.3 an troer brezhoneg-galleg d'ar 17 a viz Kerzu.
 


Diwan a aozo un emvod kelaouiń e Roazhon e kenlabour gant an Ofis Publik. Ar pal eo displegań mont en-dro ar skolioł kevredigezhel divyezhek dre soubidigezh ha bodań tud a-benn digeriń un eil skol e Roazhon e miz Gwengolo 2011.




 


Abaoe ouzhpenn 500 vloaz e vez embannet geriadurioł brezhoneg ha bras-tre eo an dibab anezho hiziv-an-deiz, adalek ar geriaouegi diazez betek ar geriadurioł arbennikaet. Ur geriadur sońjet a-ratozh evit ar vugale a rae diouer abaoe un toullad bloavezhioł avat. A-drugarez da M. Ménard e kaver unan e gwerzh diwar vremań.
 


Kuzul-rannvro Breizh, Divskouarn hag Ofis Publik ar Brezhoneg o deus gallet kinnig ar raktres europat MELT hag an disoc’h kentań anezhań da-geńver un emvod-kelaouiń bet dalc'het e Roazhon n'eus ket pell 'zo.
 


Kemennoł-labour nevez a zo enlinenn e lec’hienn an Ofis Publik.
Bezań gouest da gomz brezhoneg a ranker evit bastań da ezhommoł ar postoł-se.

 


E kenlabour gant ti-kźr Henbont hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh ar Mor-Bihan, d’al Lun 13 a viz Kerzu 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c’hlasoł divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriń ur c'hlas divyezhek er skol Paul Eluard e 2011.
 


E kenlabour gant ti-kźr ar Releg-Kerhuon hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh Penn-ar-Bed, d’ar Meurzh 7 a viz Kerzu 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c’hlasoł divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus ur raktres digeriń ur c'hlas divyezhek er gumun e 2011.
 


Evit ar wezh kentań e Breizh : ar FNAC a ra gant an divyezhegezh.
 


E kenlabour gant kumun Paoul ha Plevin hag Ofis Publik ar brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh Aodoł-an-Arvor, d’ar Meurzh 30 a viz Du 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c’hlasoł divyezhek en Deskadurezh-Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriń e Kenstrollad pedagogel etrekumunel Paoul-Plevin e 2011.
 

Pajennoù : << 6 - 7 - 8 - 9 - 10 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn