Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Plakennoł-straed divyezhek e Gwengamp

Bez’ ez eus eus Gwengamp unan eus ar c’hźrioł kentań ma’z eus bet lakaet panelloł divyezhek e Breizh ha kendelc’her a ra da vezań er penn a-raok evit lakaat ar brezhoneg war wel. Goude bezań staliet panelloł mont tre ha mont e-maez, panelloł heńchań, ha panelloł ouzh ar savadurioł he deus divizet kźr Gwengamp mont pelloc’h da ziskouez ar yezh er vuhez foran o lakaat plakennoł-straed divyezhek e pep lec’h.


Sinet e oa bet e 2008 live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg, gant ar vaerez hag eilprezidantez an departamant Annie Le Houerou ha Lena Louarn, prezidantez an Ofis dirak Mona Bras, eilmaerez karget eus identelezh Breizh ha kuzulierez-rannvro.
Staliań plakennoł-straed divyezhek a oa unan eus an oberoł pennań bet dibabet gant ar c’huzul-kźr.
Divizet e oa bet kas al labour da benn e 3 lodenn, war 3 bloaz : kreiz-kźr rik da gentań, reter an Trev, kornōg an Trev evit echuiń.

Dre genlabour stank servijoł kźr Gwengamp ha servij Glad Yezhel an Ofis Publik ez eus bet gallet kas an ober-mań da benn.

Diwar vremań eta e c’heller lenn plakennoł-straed divyezhek e kreizik-kźr Gwengamp. A-benn 2 vloaz e vint gwelet e kźr Gwengamp en he fezh.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn