Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod-foran d’an 08.02 diwar-benn ar skolioł Diwan e Roazhon

Diwan a aozo un emvod kelaouiń e Roazhon e kenlabour gant an Ofis Publik. Ar pal eo displegań mont en-dro ar skolioł kevredigezhel divyezhek dre soubidigezh ha bodań tud a-benn digeriń un eil skol e Roazhon e miz Gwengolo 2011.





Gant an it. Sonia Zaoumi e karg eus an diorren hag an it. Odile Chapron renerez skol Roazhon e vo kemeret ar gaoz e-kerzh an abadenn. Dalc’het e vo an emvod-se da 8e30 noz e Ti ar Yaouankiz hag ar Sevenadur (MJC) La Paillette, straed le Pré de Bris, e-kichen ar c’hoariva. Mont tre dieub ha digoust.

Evit gouzout hiroc’h, mont e darempred gant Sonia Zaoumi (sonia.zaoumi@diwanbreizh.org, 06 24 90 36 03).
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn