Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Panellerezh divyezhek er FNAC

Evit ar wezh kentań e Breizh : ar FNAC a ra gant an divyezhegezh.

Ha pa vefe gwelet muioc’h-mui a vrezhoneg e bed an armerzh, er gourmarc’hadoł, da skouer, ez eo ral c’hoazh gwelet an divyezhegezh war dachenn ar skignań produioł sevenadurel. Ur bazenn bouezus a zo bet graet d’an 19 a viz Du.

Da-geńver labourioł brasaat FNAC Roazhon he deus divizet ar stal a werzh ar muiań a broduioł sevenadurel ha dudi lakaat staliań ur panellerezh divyezhek. Kenlabouret he deus ar FNAC gant an Ofis Publik evit kinnig holl anvioł rannoł brasań ar stal en div yezh (Livres/Levrioł, Informatique/Stlenneg,
Papeterie/Paperaerezh...).

Tro-dro d’an digoridigezh nevez-se ez eus bet graet ur c’houlzad brudań m’eo bet kemeret ar brezhoneg e kont ivez. Divyezhek eo ar bruderezh war talbenn ar greizenn-genwerzh Colombia, war ar panelloł elektronek e diabarzh ar palier, en arsavioł-bus...
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn