Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod kelaouiń diwar-benn ar c’helenn publik divyezhek er Releg-Kerhuon.

E kenlabour gant ti-kęr ar Releg-Kerhuon hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh Penn-ar-Bed, d’ar Meurzh 7 a viz Kerzu 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c’hlasoů divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus ur raktres digeriń ur c'hlas divyezhek er gumun e 2011.

Gant an ao. André Kervella, Enseller an Deskadurezh-Stad hag an it. Gaëlle Le Bourdonnec, Ensellerez an Deskadurezh-Stad 1ań derez war yezh ha sevenadur Breizh e vo kemeret ar gaoz e-pad an abadenn. Dalc’het e vo an emvod-se en Ti-kęr e sal an euredoů d’ar Meurzh 7 a viz Kerzu da 8 g.m.. Mont-tre dieub ha digoust.

Evit gouzout hiroc’h, kit e darempred gant an ao. Fańch Jezekel eus an Ofis Publik.
Pgz : 02 98 99 30 16 – Postel : fanch.jezekel@ofis-bzh.org
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn