Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (549 ko)  Fichier pdf 
  Ur blaketenn nevez da ziorren plas ar brezhoneg gant ar vugaligoł

Kuzul-rannvro Breizh, Divskouarn hag Ofis Publik ar Brezhoneg o deus gallet kinnig ar raktres europat MELT hag an disoc’h kentań anezhań da-geńver un emvod-kelaouiń bet dalc'het e Roazhon n'eus ket pell 'zo.

L. Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an Ofis Publik, he deus degaset da sońj pegen nevez eo ar preder war plas ar brezhoneg a-raok ar skoliata e Breizh. Koulskoude e sońj d’ar Rannvro ez eo un dachenn strategel evit deskiń brezhoneg ha reiń a ra he skoazell d’an oberoł evit diorren rouedad ar magourioł, ar skoazellerezed-mamm hag al lec’hioł degemer all az a en-dro en div yezh.

Setu m’he doa ar Rannvro goulennet digant ar gevredigezh Divskouarn kemer perzh er raktres europat MELT a ya e bal diorren an deskiń yezhoł bihanniver gant ar vugaligoł.

Arc’hantaouet eo ar raktres MELT gant Unaniezh Europa ha savet eo bet gant ar rouedad NPLD (Network to Promote Linguistic Diversity/ Rouedad evit Harpań al Liesseurted Yezhel). 6 kumuniezh yezhel a gemer perzh ennań : ar brezhoneg, an estoneg, ar frizeg, ar sįmi, svedeg Finland hag ar c’hembraeg.

O vezań m’eo nevez e Breizh diorren ar brezhoneg war dachenn ar vugaligoł e c’hall bezań talvoudus-kenań skiant-prenań frammoł all en Europa.

Frouezh kentań ar c’henlabour-mań zo ur blaketenn azasaet evit pep kumuniezh a zo o paouez dont er-maez : "Levrig ar boazioł mat el lec'hioł a zegemer bugaligoł e brezhoneg".
Hiviziken e c’hall an dud a-vicher a ra war-dro bugaligoł hag ar gelennerien skol-vamm ober gant ul levr a ginnig hentennoł disheńvel ha nevezus da arnodiń.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn