Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : << 4 - 5 - 6 - 7 - 8 >>

D’ar Yaou 6 a viz Here 2011 e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kumun Kallag, goude ar vot a-unvouezh a oa bet tapet gant an ti-kêr da ouestlañ degemer a-benn daou vloaz, label 2 Ya d’ar brezhoneg.
 


Degemeret eo bet ar gazetennerien d’ar 7 a viz Gwengolo gant an it. Lena Louarn, prezidantez an Ofis Publik ha besprezidantez ar C’huzul-rannvro e karg eus yezhoù Breizh, an it. Bernadette Abiven, 1 añ eilmaerez Brest, an it. Anne-Marie Kervern, eilmaerez, hag an ao. Fulup Jakez, rener an Ofis Publik evit kinnig dezho ar c’houlzad nevez evit ar c’helenn d’an oadourien.
 


6 lec’h nevez zo bet digoret en distro-skol-mañ. 5 hentad nevez zo er publik : S.Martin-war-ar-maez, ar Releg-Kerhuon, Kerien (29), Henbont ha Sine (56). E 2006 e oa ar wezh diwezhañ ma oa bet digoret 5 lec’h en Deskadurezh Stad ha ne oa ket bet digoret 2 lec’h publik er Mor-Bihan abaoe 2005. 1 lec’h zo bet digoret gant an Deskadurezh Katolik : Muzilheg (56). Mod all ez eus bet digoret 2 hentad e skolajoù publik : e Kemperle hag e Sizun (29).


 


Da-geñver tremen Tro Frañs e rannvro Breizh, Kuzul-rannvro Breizh hag ar c'hêrioù arsav o deus bet c’hoant da vont pelloc’h gant ar c’hehentiñ en div yezh.
 


Betek an 12 a viz Gouere e vo tu da lakaat e anv evit en em enskrivañ er genstrivadeg evit 2012.
 


E Gwened e oa bet aozet lid roidigezh Prizioù dazont ar brezhoneg d’ar Gwener 17 a viz Mezheven, dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro e karg eus yezhoù Breizh hag an ao. David Robo, maer Gwened. Gantañ e oa deuet Gabriel Sauvet, eilmaer karget eus ar sevenadur, Patrick Mahé ha Philippe Le Formal, kuzulierien-kêr. Dudius eo bet ar prantadoù sonerezh gant ar c’hlavisin a zo bet kinniget d’an dud gant an it. Claude Nadeau, prezidantez skol Diwan Pariz ha sonourez varok.
 


Digor eo an enskrivadurioù evit kaout ur yalc’had « Skoazell » roet gant ar C’huzul-rannvro.
 


Da-geñver adnevezadur plakennoù he straedoù, he deus divizet kêr Kemperle, bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg ganti, goulenn skoazell digant servij Glad Yezhel an Ofis Publik evit staliañ skoroù divyezhek.


 


D’ar Yaou 19 a viz Mae e oa bet sinet gant kevredigezhioù ezel eus Emglev-bro « Ti ar vro Landerne-Daoulaz », hag un nebeud embregerezhioù, an emglev Ya d’ar brezhoneg dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro e karg eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an ao. Fañch Collec, maer Loperc’hed hag an it. Véronique Thomas, prezidantez Ti ar vro Landerne-Daoulaz.
 


Kinniget e vez 2 emvod kelaouiñ foran d’ar gerent yaouank e Naoned hag e Pornizh. Sed amañ un digarez d’ober anaoudegezh gant rouedad ar skolioù Diwan, o mont en-dro hag o fedagogiezh ha, war ar marc’had, da eskemm gant kelennerien ar skol.
 

Pajennoù : << 4 - 5 - 6 - 7 - 8 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn