Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Emvod kelaouiñ diwar-benn ar c’helenn publik divyezhek e Henbont.

E kenlabour gant ti-kêr Henbont hag Ofis Publik ar Brezhoneg e vo aozet gant Ensellerezh akademiezh ar Mor-Bihan, d’al Lun 13 a viz Kerzu 2010, un emvod foran diwar-benn « Mont en-dro ar c’hlasoù divyezhek en Deskadurezh Stad » dre ma'z eus eus ur raktres digeriñ ur c'hlas divyezhek er skol Paul Eluard e 2011.

Gant an ao. André Marquilly, Enseller an Deskadurezh-Stad e vo kemeret ar gaoz e-pad an abadenn. Dalc’het e vo an emvod-se e Ti an Holl er sal Chevassu d’ar Lun 13 a viz Kerzu da 8e30 g.m.. Mont-tre dieub ha digoust.

Evit gouzout hiroc’h, kit e darempred gant an ao. Ronan Postic eus an Ofis Publik.
Pgz : 06 87 35 84 85 – Postel : ronan.postic@ofis-bzh.org
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn