Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ur geriadur brezhoneg-galleg evit ar vugale

Abaoe ouzhpenn 500 vloaz e vez embannet geriadurioù brezhoneg ha bras-tre eo an dibab anezho hiziv-an-deiz, adalek ar geriaouegi diazez betek ar geriadurioù arbennikaet. Ur geriadur soñjet a-ratozh evit ar vugale a rae diouer abaoe un toullad bloavezhioù avat. A-drugarez da M. Ménard e kaver unan e gwerzh diwar vremañ.

Ne veze ket mui kavet geriadur brezhonek ebet soñjet evit bastañ da ezhommoù ar vrezhonegerien yaouank a zo niverusoc’h-niverusañ koulskoude. Frouezh ur c’henlabour etre daou arbennigour anavezet mat evit o barregezhioù eo al levr-mañ : Martial Ménard, bet rener an ti-embann an Here ha Christophe Lazé, tresour.

Ouzhpenn 1200 pennger a gaver er geriadur embannet gant Coop Breizh. Bep tro e teu skouerioù evit implijout ar gerioù en o c’hendestenn, gant o zroidigezh c’hallek hag ur 1500 tresadenn bennak. Plijadur o do ar re vihan met ivez ar re vras o tizoleiñ ar geriadur nevez-se.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn