Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  313 kavet war 32 pajenn

Pajennoù : << 1 - 2 - 3 - 4 - 5 >>

War un ton gouel eo bet dalc’het lid-sinañ Ya d’ar brezhoneg gant ar gumun abalamour d’ar Redadeg a dremene e Plounevez d’ar Gwener 14 a viz Mae 2010 diouzh ar mintin.
 


Evit ar 6vet bloavezh da-heul e vo aozet, d’ar 15 a viz Mae 2010, Nozvezh europat ar Mirdioù. Kinnig a reer abadennoù e brezhoneg e Dinan hag e Brec’h.
 


Gant kumun Laozag eo bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg ha fellout a ra dezhi kas da benn 7 ober dindan 3 bloaz.
 


Goude Geriaoueg ar vuhez foran, Anvioù bronneged Europa ha Geriaoueg ar stalioù eo bet embannet ar c’heriaoueg nevez-se gant TermBret : 500 termen diazez evit an dud a vicher hag evit Yann vrezhoneger.
 


Embannet eo bet bilañs bloaziek ar c’helenn d’an oadourien gant Arsellva Ofis ar Brezhoneg: 5 000 den deuet o deus heuliet kentelioù brezhoneg e-kerzh ar bloavezh 2009 dre gentelioù sizhuniek, dre stajoù pe dre lizher, da lavaret eo +2,5 % e-keñver 2008.
 


An ao. Michel Phelep, maer Gouenou, en deus resevet label 1 ar garta en anv e gumun d’an 18 a viz Meurzh. Dirak an it. Monique Guiavarc’h, eilmaerez hag an ao. Erwan ar C’hoadig eus Ofis ar Brezhoneg en deus lakaet Gouenou war hent eil live al label Ya d’ar brezhoneg evit kenderc’hel gant an oberoù dibabet ha diorren reoù all.
 


8vet kumun Kumuniezh-kumunioù Bro Kemperle o sinañ ar garta eo Lokunole goude an Treoù-Kerne, Molan, Kerrien, Kemperle, Rieg, Skaer ha Tremeven.
Aozet e oa bet al lid-sinañ e ti-kêr Lokunole d’ar 24 a viz Meurzh 2010 dirak ur bern tud.

 


A-benn respont da goulennoù ar strollegezhioù lec’hel war dachenn an anvioù-lec’h - evit ar panellerezh-hent da gentañ-penn-, e vez kaset enklaskoù ingal gant Servij Glad an Ofis war an dachenn.
 


An it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg ha besprezidantez ar C'huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh a zo bet degemeret d’ar Merc’her 31 a viz Meurzh e Rostrenenn gant an ao. Michel Morvant, prezidant Bro Kornôg Kreiz-Breizh, dirak ur bern dilennidi eus ar c’humunioù tro-war-dro hag an ao. Denis Olagnon, is-prefed Kastellin.
 


Label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg zo bet roet d’an it. Thérèse Thiery, maerez Lannarstêr, gant an ao. Fulup Jakez, rener Ofis ar brezhoneg. War ar marc’had eo bet lakaet he c’humun ganti war hent al label a live 2.
 

Pajennoù : << 1 - 2 - 3 - 4 - 5 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù