Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Pleskob : war-zu live 3 Ya d’ar brezhoneg

D’ar 25 a viz Genver 2013 eo bet roet al label live 2 gant an it.Louarn, prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg ha Besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh, d’an it. Nelly Fruchard, maerez Pleskob, dirak un daou-ugent bennak a dud pedet gant an Ti-kêr. War un dro eo bet sinet gant kumun Pleskob hec’h engouestl da dizhout live 3 ar garta.

E 2005 e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kumun Pleskob ha kerkent ha 2006 e reseve ar gumun al label 1. E korf 8 vloaz he deus kaset da benn un toullad mat a oberoù evit ar brezhoneg, kement hag en em gav Ti-kêr Pleskob e-touez an 2 gumun o deus graet ar muiañ gant ar garta Ya d’ar brezhoneg e Breizh a-bezh.

Gant ar 4 ober nevez dibabet evit al live 3 ez eo 36 ober a vo bet kaset da benn gant ar gumun. Pa ouzer e vez kinniget 40 ober gant karta an Ofis Publik, ne c’helle prezidantez OPAB nemet reiñ he gourc’hemennoù a wir galon d’an Ti-kêr.

Unan eus an oberoù diwezhañ kaset da benn gant Kumun Pleskob eo ar panellerezh diavaez ha diabarzh eus an ti-kêr. Pep tra a zo bet lakaet en div yezh. Ur skouer vat evit holl an Tiez-kêr all o defe c’hoant da vont gant an hent-se.

E-kerzh al lid ez eus bet komzet ivez ag ur raktres hag a zo sikouret gant Ti-kêr Pleskob : digoradur ur skol Diwan er gumun.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn