Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Al label Ya d’ar brezhoneg roet da gKeleier Info

Label 2 an emglev Ya d’ar brezhoneg a zo bet roet d’an 11 a viz Gwengolo 2012 da “Keleier Info”, un embregerezh servijoù a ginnig raktresoù urzhiataerezh d’an embregerezhioù.

E burevioù Keleier Info e Lanniliz e oa bet aozet al lid-reiñ dirak Bruno hag Anne Tignac, krouerien an embregerezh, Claude Guivarc’h, maer Lanniliz, Reun Treger, rener Ti ar vro Bro Leon hag Andrev Lavanant, diazezer an embregerezh Ouest Hélio e Brest.

Roet e oa bet al label live 2 « e brezhoneg mar plij » da gKeleier Info gant an Ofis Publik evit bezañ kaset da benn ur pemzek ober bennak e brezhoneg. Ur stummadur hir war ar brezhoneg a zo bet heuliet gant Anne Tignac ha gouest eo diwar vremañ da zegemer he fratikoù ha da labourat ganto e yezh ar vro.
An embregerezh kentañ eus KK Bro an Aberioù eo o resev label live 2 an emglev Ya d’ar brezhoneg.



 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn