Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  313 kavet war 32 pajenn

Pajennoù : << 1 - 2 - 3 - 4 - 5 >>

Kresket-kalz eo ar staliań panelloł brezhonek e Breizh abaoe tregont vloaz. A bep seurt panelloł zo bremań : panelloł mont e-maez ha mont tre er c’humunioł, panelloł-henchań, plakennoł straed, panelloł titouriń war ar glad, asagnoł ar stalioł ha kement zo.


 


Ofis ar Brezhoneg, Ziurtagiriaren Elkartea (Euskadi) ha 7dquatre (Katalonia) o deus sinet un emglev kenlabour evit kas war-raok hor yezhoł er vuhez foran, dre ar c'houlzad Ya d'ar brezhoneg, Bai Euskarari, Si al catala.
 


Kinniget er C'huzul-rannvro en nevez-amzer tremenet emań bremań staliet an troer emgefre brezhoneg-galleg kentań war-eeun war lec'hienn an Ofis.
 


Gant an ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, eo bet degemeret d’ar Gwener 18 a viz Kerzu 2009 e ti ar Rannvro an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, hag an aotrounien Jakez Bernard ha Malo Bouėssel du Bourg, prezidant ha rener Produet e Breizh, evit al lid-sinań.
 


Degemeret e oa bet Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, e sez Park naturel rannvro Arvorig er Faou, d’ar 16 a viz Kerzu 2009, gant an ao. Andre ar Gag, besprezidant ar Park ha kuzulier-departamant eus Penn-ar-Bed, evit sinań an emglev Ya d’ar brezhoneg.
 


Da-geńver e droiad e Breizh d'al Lun 7 a viz Kerzu e Roazhon en deus bet c’hoant an Aotrou Leonard Orban, komiser europat e karg eus al liesyezhegezh da gejań ouzh an dud e karg eus Ofis ar Brezhoneg. Lena Louarn, prezidantez an Ofis he deus kinniget stad ar brezhoneg dezhań, ar c’hudennoł a sav hag an araokadennoł a zo bet er bloavezhioł tremenet evit gwarantiń un dazont digoumoul d’hor yezh.
 


Sinet eo bet an emglev d’an 11 a viz Kerzu e Sant-Brieg gant an it. Mona Bras, mouezh aotreet ar strollad, dirak an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, Herri Gourmelen, Gwendal Rioual hag Ana Sohier, e karg eus Ya d’ar brezhoneg.
Jef Monnier, implijad a oa war al lec’h ivez hag un toullad stourmerien ha tud kar o yezh.

 


Henbont zo an eizhvet kumun eus bro an Oriant o kemer an diviz ofisiel da ziorren ar brezhoneg e buhez pemdez hec’h annezidi. D’an 9 a viz Kerzu eo deuet eta da vrasaat bodad ar 120 ti-kźr eus Breizh o deus sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg.
 


Enlinenn emań troidigezh vrezhonek Fudforum, ur meziant digoust, frank a wirioł, efedus-tre hag aes da ober gantań a dalvez da sevel foromoł eskemm diwar-benn forzh peseurt danvez war ar Genrouedad. Ur benveg nevez ouzhpenn evit ar vrezhonegerien, lakaet e brezhoneg gant an Ofis.
 


D’ar 4 a viz Kerzu, da-geńver lid-kinnig pladenn nevez Bagad Landerne « War-zu al loar » e oa bet roet al label Ya d’ar brezhoneg d’e brezidant Loļc Pezennec.

Dirak Tangi Thomin, den dave « Ya d’ar brezhoneg », Thierry Chapelet, prezidant kozh ar bagad ha Yann-Bźr Thomin, kuzulier-rannvro e karg eus ar politikerezh yezh e oa bet roet gant Fulup Jakez, rener an Ofis, al label live 1 d’ar bagad.

 

Pajennoù : << 1 - 2 - 3 - 4 - 5 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù