Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Sinadur ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Konk-Kerne

Lid-sinañ ar garta a zo bet dalc’het e ti-kêr Konk-Kerne d’ar Gwener 28 a viz Gwengolo 2012 dirak an ao. André Fidelin, maer, Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro e karg eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, Gaël Le Meur, kuzulierez-rannvro ha kuzulierez-kêr eus Konk-Kerne, François Nydell, eilmaer. Dilennidi hag un toullad tud all a oa deuet d’an abadenn.

Gant ar c’huzul-kêr e oa bet votet kas 6 ober da benn dindan bloaz gant ar soñj tapout al label live 1. Dre ar sinadur-mañ e teu Konk-Kerne da vezañ ar 158vet kumun empleget en argerzh ar garta.

En he frezegenn he deus embannet Lena Louarn pegen laouen e oa gant engouestl Konk-Kerne ma’z eus un hentad divyezhek er skol bublik hag un hentad divyezhek er skol brevez.
Skolidi divyezhek a oa deuet d’al lid ha kemeret o deus perzh ennañ dre ganañ e brezhoneg.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn