Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  313 kavet war 32 pajenn

Pajennoù : << 2 - 3 - 4 - 5 - 6 >>

An ao. Marc Ropers, maer ha besprezidant Kumuniezh-kumunioů bro Bondi, an it. Martine Auffret, kuzulierez-kęr e karg eus ar brezhoneg hag ouzhpenn 50 den o deus degemeret an ao. Erwan ar C’hoadig d’an 13 a viz Du 2009, evit sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg.
 


A-gevret gant bugale hentad divyezhek ar skol Saint-Joseph – Saint-Henri eo bet sinet d’an 20 a viz Du 2009 gant an ao. Louis Morio, maer Begnen, ar garta Ya d’ar brezhoneg dirak an ao. Visant Roue e karg eus ar Pol Studi ha Diorren.
 


Gant ar sinadur-mań ez eo Ploubęr ar 7vet kumun e Kumuniezh Tolpad-kęrioů Lannuon-Treger o tivizout kemer perzh en argerzh labelaat Ya d’ar brezhoneg. Dibabet he deus live 1 ar garta.
 


Bro Treger-ha-Goueloů eo ar vro m’emań en e uhelań dregantad ar skolidi divyezhek er boblańs skol koulz ha dregantad ar vrezhonegerien er boblańs dre-vras. An tu-kreńv-se a roio an tu da ziorren ar yezh e-maez ar skol : er vuhez foran hag er gevredigezh dre-vras.
 


En un aergelc’h plijus e oa bet dalc’het lid-sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg en ti-kęr d’ar 26 a viz Here dirak an aotrou maer Michel Troadec hag an ao. Erwan ar C’hoadig, eus an Ajańs diorren.


 


OpenStreetMap zo ur raktres etrebroadel frank a wirioů. Kinnig a ra roadennoů douaroniel digoust d'an dud a-benn krouiń, reizhań pe klokaat kartennoů.

E brezhoneg a c’heller ober gant Openstreemap diwar vremań a-drugarez da servij treiń an Ofis.
 


D’ar 16 a viz Here 2009 e oa bet sinet ar garta gant an ao. Jacques François, maer, dirak an ao. Erwan Koadig eus an Ajańs diorren hag un toullad kuzulierien-kęr.
 


Ouzhpenn 30.000 pennad e brezhoneg a gaver enlinenn e lec’hienn an holloueziadur Wikipedia diwar vremań.
 


Dre-vras eo bet gwelloc'h an distro-skol er bloaz-mań evit an deskadurezh divyezhek. Gant ur c’hresk a 6,1% eo tremenet an niver a vugale en-tu all da 13000. Eil keloů mat : digoret ez eus bet skolioů e pep hentad hag en holl departamantoů. Kresk Diwan er skolioů-mamm peurgetket (8,2%) zo eus ar c'hentań. Ar c’hresk brasań eo e-touez an holl hentennoů.

Koulskoude, n'eur ket sur e c'hallo an adlańs kresk-se bezań kadarnaet er bloavezhioů da zont. E Breizh n’eo ket frammet a-walc’h diorren kinnig an deskadurezh divyezhek.

Karget ma vo eus ar politikerezh yezh publik e c'hallo ar benveg nevez a vo krouet evit ar yezh e 2010 bezań un digarez brav da frammań ar c'hinnig hag evel-se kregiń da adc'hounit yezherien tamm-ha-tamm.
 


Sinet e oa bet an emglev Ya d’ar brezhoneg gant an ao. Jean-Eric Balnoas, prezidant ar gevredigezh Rando Bro Gwened, d’ar Yaou 8 a viz Here 2009, e sez ar c’hevredad Kendalc’h en Elven, dirak an ao. Visant Roue, e penn ar pol Studi ha Diorren.
 

Pajennoù : << 2 - 3 - 4 - 5 - 6 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù