Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  An Erge-Vras a sin ar garta Ya d’ar brezhoneg

Sinet eo bet ar garta d’ar 7 a viz Kerzu 2012 gant ti-kêr an Erge-Vras dirak an ao. maer, Herve Herry, an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro e karg eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an it. Maryvonne Blondin, senedourez ha kuzulierez-departamant dileuriet evit ar brezhoneg hag an it. Naig Gars, kuzulierez-rannvro.

Dilennidi eus kumunioù tost bet sinet ar garta ganto c’hoazh a oa ivez war al lec’h : an ao. Frank Pichon, maer Ploveilh hag e eilmaer Jean-Pierre Bière ; Yannig Menguy, kuzulier-kêr e Pluguen ha Loïc Phlippon, kuzulier-kêr e Kemper.

Tud an Erge a oa deuet niverus da lid-sinañ ar garta. Divizet he deus kumun an Erge-Vras kas 12 ober da benn dindan 3 bloaz evit gounit al label live 2.

Ur bodad trakêr war ar yezh a zo bet krouet gant an ti-kêr evit kas ar raktres-se da benn vat.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn