Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ul logo evit skolioù divyezhek an deskadurezh katolik

Krouet ez eus bet ul logo gant an deskadurezh katolik evit an 93 skol enno un hentad divyezhek (70 skol, 20 skolaj-lise, 3 skol-veur).

D'ar Gwener 23 a viz Du e oa bet lidet war an ton bras al logo nevez-se a roio lufr d'an divyezhegezh er skolioù katolik hiviziken. Kinniget e oa bet al logo e skol divyezhek Lesneven dirak Patrick LAMOUR, rener REGEK (Renerezh eskoptiel ar gelennadurezh katolik) Penn-ar-Bed, Stéphane GOURAUD, Prezidant bodad yezh CAEC (Poellgor akademiek ar gelennadurezh katolik) Breizh ha Lena LOUARN, Besprezidantez karget eus yezhoù Breizh er C'huzul-rannvro.

Dre e c’hraferezh hag e livioù e laka santout al logo-se, skrivet warnañ “hentad divyezhek”, nag a startijenn hag a vuhez a zo tro-dro d’ar brezhoneg er skolioù. Staliet ez eus bet ur blakenn gant al logo-se war un dro e pep hini eus 93 skol divyezhek an deskadurezh katolik.

Tost 5 000 skoliad eo a vez skoliataet en deskadurezh katolik divyezhek eus ar skol-vamm d’al lise.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn