Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Lid-digeriñ ar c’hentañ ti-post divyezhek

Lidet eo bet digoridigezh ti-post nevez Karaez d’ar Yaou 8 a viz Du 2012 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez Rannvro Breizh e karg eus yezhoù Breizh, an ao. Christian Troadeg, maer Karaez, an ao. Richard Ferrand, kannad Penn-ar-Bed ha Véronique Rommel, renerez kehentiñ ar Post evit Kornôg Breizh.

Aet eo kalz war-raok an divyezhegezh e Breizh abaoe ma'z eus bet kroget da staliañ panelloù divyezhek er bloavezhioù 80. Ouzhpenn ar strollegezhioù lec’hel a gemer muioc’h-mui ar yezh e kont en o mont en-dro, kregiñ a ra ar servijoù publik da zigeriñ o dor d'ar brezhoneg ivez. Goude an SNCF eo tro ar Post d'ober gant ar brezhoneg.

Evit ar wezh kentañ er c’hwec’hkorn ez eus bet staliet un nebeud panelloù divyezhek en ti-post e Karaez. Jiletennoù divyezhek skrivet warno Bienvenue ha Degemer mat a vo gwisket gant an implijidi ivez. Graet int bet gant ar stal Armor Lux e Kemper.

Embannet o deus dilennidi pegen laouen e oant gant an darvoud-mañ ha hetet e kendalc'hfe an traoù da vont war-raok.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn