Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Argantred-ar-Genkiz a lavar Ya d’ar brezhoneg

D’ar Sadorn 20 a viz Here 2012 e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kumun Argantred-ar-Genkiz, goude ma vije bet votet a-unvouezh gant an ti-kêr gouestlañ degemer a-benn 2 vloaz, al label Ya d’ar brezhoneg.

Dirak izili ar c’huzul-kêr ha kuzul-kêr ar re yaouank e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an ao. Pierre Fadier, eilmaer 1añ, an ao. Jean-Noël Bévière, kuzulier-kêr karget eus an teuliad hag an it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg.

Ar 4e kêr en Il-ha-Gwilen, goude Roazhon, Redon ha Bruz, o vezañ sinet Ya d’ar brezhoneg ez eo Argantred. Tamm-ha-tamm e vo lakaet ar 5 ober dibabet e pleustr.

Frouezh ul labour e bodad ar c’hehentiñ, kadoriet gant an it. Aurore Salmon, eo ar sinadur-mañ. Degaset en deus da soñj Jean-Noël Bévière e talveze emezelañ diskouez pegen tomm eo kêr ouzh Breizh, ouzh he glad sevenadurel hag ouzh ar brezhoneg.

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn