Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
  408 kavet war 41 pajenn

Pajennoù : 1 - 2 - 3 - 4 - 5 >>
  bicoura

bicoura
 


Gant Ensavadur Rondeaux Gwened e vo kinniget ur stummadur nevez en distro-skol 2013 : ur Breou Teknikoul Uhel (BTU) divyezhek brezhoneg/galleg war ar c’hehentiñ.
 


En e rubrikenn « le bon plan » e kinnig an ONISEP a bep seurt gennadoù labour evel micherioù an trezalc’h, ar sport, ar justis… evit ar re yaouank a zo o klask war beseurt tu mont evit o studi. Ar wech kentañ eo d’an ONISEP da embann eno pajennoù diwar-benn ar micherioù evit ar vrezhonegerien ha/pe ar micherioù ma vez deuet mat gouzout brezhoneg.
 


Face Cachée, ur gevredigezh a zo he fal kas an Hip Hop war-raok gant kentelioù, stummadurioù hag abadennoù, he deus sinet an emglev Ya d’ar brezhoneg d’an 18 a viz Mae 2013
 


Gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik e oa bet roet al label live 1 war un dro d’an ao. Jacques Le Guen, prezidant ar Gumuniezh ha d’an ao. Gildas Bernard, maer Gwinevez, d’ar 5 a viz Ebrel 2013, dirak an ao. Roger Bossard, kuzulier-kumuniezh.


 


An tolpad-kêrioù kentañ o resev al label live 2 eo TK Lannuon-Treger. Roet e oa bet al label-se d’an ao. Joël Le Jeune, prezidant, gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Public, d’al Lun 15 a viz Ebrel 2013, dirak an ao. Pierre Simunek, isprefed, an ao. ao. Denis Mer (kuzulier-departamant ivez) ha Jakez Gicquel, anezho besprezidanted LTTK, maered ha dilennidi eus ar vro, dileuridi eus Diwan ha Div Yezh hag eus kevredigezhioù hag a labour evit ar yezh.
 


En e bolitikerezh yezh, nevesaet e 2012, en doa Kuzul-rannvro Breizh kefridiet an OPAB da aozañ ur vrudadeg war ar c’helenn divyezhek. Evit an eil koulzad “Erwan” ez eus bet divizet cheñch ment ar skritelloù ha skignañ anezho er rouedad-skritellañ 4 metrad dre 3 e Breizh a-bezh.
 


D’ar Gwener 22 a viz Meurzh e oa bet roet d’an ao. Bernard Rioual, maer Plouzane, label live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro e karg eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg.
 


Kinniget eo ar stummadur-mañ gant an ISFEC ha digor eo d’ar studierien ha d’an eilerien a fell dezho dont da vezañ kelennerien divyezhek dre dapout ar Master hag ar genstrivadeg da vezañ kelenner er skolioù yezh rannvroel.
 


Sinet eo bet ar c’henemglev-mañ d’an 8 a viz C’hwevrer 2013 e ti an DRAC e Roazhon gant an ao. François ERLENBACH, rener an DRAC hag an it. Lena LOUARN, Prezidantez an Ofis Publik.
 

Pajennoù : 1 - 2 - 3 - 4 - 5 >>
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn