Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (497 ko)  Fichier pdf 
  Krouidigezh ur BTU divyezhek war ar C’hehentiñ

Gant Ensavadur Rondeaux Gwened e vo kinniget ur stummadur nevez en distro-skol 2013 : ur Breou Teknikoul Uhel (BTU) divyezhek brezhoneg/galleg war ar c’hehentiñ.

Digor eo d’an holl dud tapet ar Vachelouriezh ganto hag a gomz brezhoneg.
Graet e vo lodenn bleustrek ar stummadur en un embregerezh a bep eil gant al lodenn deorikel a vo graet en Ensavadur.
E brezhoneg e vo roet ar c’hentelioù.

Ar stummadur-mañ, liammet ouzh ur gevrat micherelaat, a gas war-zu ar vicher skoazeller kehentiñ, den karget eus ar brudañ, al lec’hienn genrouedad, an darempredoù gant ar gazetennerien ha kement zo, en un embregerezh.

Evit gouzout hiroc’h pellgargit ar pezh stag ha/pe kit e darempred gant an IDPCES :
http://preparation-concours-infirmier-paramedicaux-carrieres-sociales.idpces.fr/bts_communication.htm
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn