|
|
| |
|
 |
| |
290 kavet war 29 pajenn
Pajennoù : 1 - 2 - 3 - 4 - 5 >>
Gant an ao. Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, eo bet degemeret d’ar Gwener 18 a viz Kerzu 2009 e ti ar Rannvro an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, hag an aotrounien Jakez Bernard ha Malo Bouëssel du Bourg, prezidant ha rener Produet e Breizh, evit al lid-sinań.
|
|
Degemeret e oa bet Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, e sez Park naturel rannvro Arvorig er Faou, d’ar 16 a viz Kerzu 2009, gant an ao. Andre ar Gag, besprezidant ar Park ha kuzulier-departamant eus Penn-ar-Bed, evit sinań an emglev Ya d’ar brezhoneg.
|
|
Da-geńver e droiad e Breizh d'al Lun 7 a viz Kerzu e Roazhon en deus bet c’hoant an Aotrou Leonard Orban, komiser europat e karg eus al liesyezhegezh da gejań ouzh an dud e karg eus Ofis ar Brezhoneg. Lena Louarn, prezidantez an Ofis he deus kinniget stad ar brezhoneg dezhań, ar c’hudennoů a sav hag an araokadennoů a zo bet er bloavezhioů tremenet evit gwarantiń un dazont digoumoul d’hor yezh.
|
|
Sinet eo bet an emglev d’an 11 a viz Kerzu e Sant-Brieg gant an it. Mona Bras, mouezh aotreet ar strollad, dirak an it. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, Herri Gourmelen, Gwendal Rioual hag Ana Sohier, e karg eus Ya d’ar brezhoneg.
Jef Monnier, implijad a oa war al lec’h ivez hag un toullad stourmerien ha tud kar o yezh.
|
|
Henbont zo an eizhvet kumun eus bro an Oriant o kemer an diviz ofisiel da ziorren ar brezhoneg e buhez pemdez hec’h annezidi. D’an 9 a viz Kerzu eo deuet eta da vrasaat bodad ar 120 ti-kęr eus Breizh o deus sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg.
|
|
Enlinenn emań troidigezh vrezhonek Fudforum, ur meziant digoust, frank a wirioů, efedus-tre hag aes da ober gantań a dalvez da sevel foromoů eskemm diwar-benn forzh peseurt danvez war ar Genrouedad. Ur benveg nevez ouzhpenn evit ar vrezhonegerien, lakaet e brezhoneg gant an Ofis.
|
|
D’ar 4 a viz Kerzu, da-geńver lid-kinnig pladenn nevez Bagad Landerne « War-zu al loar » e oa bet roet al label Ya d’ar brezhoneg d’e brezidant Loďc Pezennec.
Dirak Tangi Thomin, den dave « Ya d’ar brezhoneg », Thierry Chapelet, prezidant kozh ar bagad ha Yann-Bęr Thomin, kuzulier-rannvro e karg eus ar politikerezh yezh e oa bet roet gant Fulup Jakez, rener an Ofis, al label live 1 d’ar bagad.
|
|
An ao. Marc Ropers, maer ha besprezidant Kumuniezh-kumunioů bro Bondi, an it. Martine Auffret, kuzulierez-kęr e karg eus ar brezhoneg hag ouzhpenn 50 den o deus degemeret an ao. Erwan ar C’hoadig d’an 13 a viz Du 2009, evit sinań ar garta Ya d’ar brezhoneg.
|
|
A-gevret gant bugale hentad divyezhek ar skol Saint-Joseph – Saint-Henri eo bet sinet d’an 20 a viz Du 2009 gant an ao. Louis Morio, maer Begnen, ar garta Ya d’ar brezhoneg dirak an ao. Visant Roue e karg eus ar Pol Studi ha Diorren.
|
|
Gant ar sinadur-mań ez eo Ploubęr ar 7vet kumun e Kumuniezh Tolpad-kęrioů Lannuon-Treger o tivizout kemer perzh en argerzh labelaat Ya d’ar brezhoneg. Dibabet he deus live 1 ar garta.
|
|
Pajennoù : 1 - 2 - 3 - 4 - 5 >> |
|
|