Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Al label live 2 evit Tolpad-kêrioù Lannuon-Treger

An tolpad-kêrioù kentañ o resev al label live 2 eo TK Lannuon-Treger. Roet e oa bet al label-se d’an ao. Joël Le Jeune, prezidant, gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Public, d’al Lun 15 a viz Ebrel 2013, dirak an ao. Pierre Simunek, isprefed, an ao. ao. Denis Mer (kuzulier-departamant ivez) ha Jakez Gicquel, anezho besprezidanted LTTK, maered ha dilennidi eus ar vro, dileuridi eus Diwan ha Div Yezh hag eus kevredigezhioù hag a labour evit ar yezh.

En e brezegenn en deus roet an ao. Le Jeune roll an oberoù niverus bet kaset da benn gant an TK (13 en holl) evit lakaat ar brezhoneg war wel war ur bern skoroù a sell ouzh e gefridioù : kartennoù-bizit an dilennidi hag ar gargidi, paper-lizher, panellerezh ar sez, panellerezh savadurioù ar gumuniezh, teulioù kelaouiñ, kirri gwazadur ha kement zo… Gant an it. L. Louarn ez eus bet meneget pegen pouezus eo diskouez ar yezh d’an holl en ur c’horn-bro ma kaver ouzhpenn 650 bugel skoliataet en 3 hentad publik, prevez ha Diwan.

E miz C’hwevrer 2013 c’hoazh e oa bet enoret Lannuon-Treger TK da-geñver Prizioù dazont ar brezhoneg evit e labour evit ar yezh. Eil priz ar rummad « Ensavadurioù foran » en doa resevet d’ar c’houlz-se.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn