Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Koulzad Erwan : dibabit ar c’helenn divyezhek evit ho pugale

Ouzhpenn 14 000 bugel zo skoliataet c’hoazh en 3 hentad divyezhek (skolioù kevredigezhel ar rouedad Diwan ; klasoù divyezhek an deskadurezh-Stad; klasoù divyezhek an deskadurezh katolik).

Ouzhpenn 14 000 bugel zo skoliataet c’hoazh en 3 hentad divyezhek (skolioù dre soubidigezh ar rouedad Diwan ; klasoù divyezhek an deskadurezh-Stad; klasoù divyezhek an deskadurezh katolik).

A-drugarez d’an divyezhegezh abred eo aesoc’h d’ar vugale deskiñ yezhoù all hag en em zispakañ en o buhez pemdez.
Gallout a reont kompren aesoc’h e peseurt endro e vevont (dre an anvioù-lec’h hag an anvioù tud, da skouer).
Sevenadur ar vro m’emaint o vrasaat ennañ a vez treuzkaset aesoc’h dezho ivez.

Ouzhpenn 400 skol a ginnig ar c’helenn divyezhek. Kreskiñ a ra ingal an niver a vugale enskrivet ha klasoù nevez a zigor bep bloaz.

Mar fell deoc’h enskrivañ ho pugel en un hentad divyezhek en distro-skol a zeu hag evit gouzout anv ar skol dostañ d'al lec'h m'emaoc'h o chom, pellgomzit d’an niverenn-mañ : 0820 200 080 (9 santim euro ar vunutenn) pe kit war hol lec’hienn ha dibabit ar bajenn « Kelenn ».

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn