Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (273 ko)  Fichier pdf 
  DESK/Kelenn : ur skoazell arc’hant evit dont da vezań kelenner divyezhek pe kelenner war ar brezhoneg pe ar gallaoueg

« Desk / kelenn » zo ur skoazell hiniennel roet gant Kuzul-rannvro Breizh ha Kuzulioů-departamant Penn-ar-Bed hag ar Mor-Bihan evit ar re zo e sońj mont da gelennerien zivyezhek galleg/brezhoneg pe da gelennerien war ar brezhoneg pe ar gallaoueg. Digant Ofis Publik ar Brezhoneg e ranker goulenn an teulioů emstrivań diwar vremań ha dezhań e rankont bezań adkaset.

Desk / kelenn » a vo grataet d’ar gelennerien unyezhek o deus bet un ehan-stummań evit mont da gelenner divyezhek ha d’ar re o deus tapet un aotreegezh pe ur Master hag a fell dezho kelenn e brezhoneg pe kelenn ar brezhoneg pe ar gallaoueg. An dud a fell dezho cheńch micher hag a zo aotreet da heuliań ur stummadur dibaouez a c’hell lakaat o anv gant m’o deus graet o sońj dont da vezań kelenner divyezhek pe kelenner war ar brezhoneg pe ar gallaoueg.

An dud-se a rank bezań enskrivet en ur stummadur brezhoneg d’an daoulamm a bad 6 miz ha/pe 3 miz en unan eus ar c’hreizennoů stummań da-heul : Kelenn, Mervent, Skol an Emsav, Stumdi, UCO (Aradon ha Gwengamp).

Da 3 000 euro e sav sammad ar skoazell evit ar stummadurioů hir (6 miz). Gant ar Rannvro e vez roet an diforc’h zo etre ar sammad uhelań (3 000 €) ha skoazell an departamant (Penn-ar-Bed ha Mor-Bihan) d’an degemererien.
Ma n’eus yalc’had ebet gant an departamant n’ay ket yalc’had ar Rannvro en tu-hont da 2 500 euro.
Da 1 500 euro e sav ar skoazell evit ar stummadur 3 miz.

Evit goulenn ho teuliad, trugarez da vont e darempred gant Ofis Publik ar Brezhoneg (desk@ofis-bzh.org / 02 41 54 48 35)
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn