Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Koulzad etrebroadel evit ma vo lakaet etrefas Facebook e brezhoneg

2 sizhunvezh goude bezañ kroget da labourat a-zevri evit bodañ an dud, ouzhpenn 10000 en-dro d'hor goulenn evit kaout Facebook e brezhoneg e krog an traoù da fiñval. Resevet hon eus ar respont kentañ a-berzh skipailh Facebook.

Deuet eo dre ar skipailh a ver an troidigezhioù. Ur respont, e galleg, zo bet kaset deomp : "Facebook e brezhoneg a fell deoc'h. Mat eo, komprenet-mat hon eus. Emañ e-touez ar yezhoù da vezañ ouzhpennet, asambles gant ur bern yezhoù all. Un tamm pasianted c'hoazh".
Laouen omp o welet eo bet prim Facebook o respont. Diskouez a ra hon eus labouret mat. Gouzout a reomp bremañ n'emaomp ket o klask komz ouzh tud a rafe skouarn vouzar deomp. Plijet omp ivez gant ar c'hemenn sklaer a lavar emañ bremañ ar brezhoneg war roll ar yezhoù zo da vezañ ouzhpennet. Koulskoude ez omp nec'het o lenn n'eus bet kinniget tamm deiziataer ebet evit mont war-raok hag o welet eo hir-daonet, evit doare, ar roll yezhoù da vezañ pledet ganto. Setu perak ec'h embannomp en-dro hor youl ma vo bastet d'hor c'hoant an abretañ posupl hag e chomimp unanet en-dro d'hor strollad "Facebook e brezhoneg", betek ma vo kinniget e gwirionez ar brezhoneg war etrefas ar rouedad.
Trugarekaat a reomp an holl re a harp ac'hanomp da emezelañ er strollad :
http://www.facebook.com/groups/334727793245979/

 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn