Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (362 ko)  Fichier pdf 
  Prizioù 2012 : gant piv int aet ?

Frouezh ur c’henlabour Ofis Publik ar Brezhoneg – France 3 Breizh, lid ar Prizioù 2012 zo bet aozet er Maezioù Frank e Roazhon d’ar Gwener 27 a viz Genver 2012 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an Ofis Publik, an ao. Bernez Rouz, rener an abadennoù brezhonek hag an ao. Bertrand Rault, karget eus abadennoù France 3 Breizh. Lusket e oa an abadenn gant Goulwena an Henaff ha Yann-Herle Gourves.

7 rummad a ya d’ober ar Prizioù-se. War wel e lakaont an oberoù kaset da benn gant tud ha frammoù evit diorren ar brezhoneg.

Rummad brezhoneger ar bloaz :
Priz 1añ : Gwenael Oillo evit e lec’hienn Genrouedad “ar bed e brezhoneg”
Eil priz : Andre er Meut evit e labour e brezhoneg e Dielloù kuzul-departamant ar Mor-Bihan.
Trede priz : Lleuwen Stefan : kembreadez yaouank bet desket brezhoneg ganti hag a gan en div yezh.

Rummad Embregerezhioù
Priz 1añ : Askorn Medical, arbennikaet war ar reizhoù mezegel. Divyezhek penn-da-benn eo skoroù kehentiñ an embregerezh.
Eil priz : EduBreizh : ar c’hentelioù brezhoneg kentañ enlinenn war ar Genrouedad.
Trede priz : Les Amis du Bois o deus krouet ur c’hoari e brezhoneg gant lizherennoù e koad.

Rummad Frammoù publik
Priz 1añ : kêr Garaez, e-touez traoù all, a gaso un enklask da benn e-ser an niveridigezh.
Eil priz : Kumuniezh kumunioù bro Kemperle evit he skoazell d’ar c’helenn divyezhek hag he strivoù evit diorren un endro divyezhek.
Trede priz : kêr Vruz a gas oberoù a bep seurt war-raok evit ar brezhoneg (bodad trakêr diwar-benn ar yezh, vot evit meur a ober eus ar garta Ya d’ar brezhoneg).

Rummad Kevredigezhioù
Priz 1añ : ar gevredigezh Babigoù Breizh hag a zo o paouez krouiñ ar vikromagouri gentañ e brezhoneg e Gwened
Eil priz : Ekomirdi Plougerne evit e abadennoù dudi e brezhoneg.
Trede priz : ar gevredigezh « Symphonie de Breizh » a laka war wel sonaozourien vreizhat giz varok.

Rummad Teulfilmoù
Priz 1añ : Din-me da c’hoari gant Maï Lincoln hag Erwan Kermarrec
Eil priz : Ar Sica gant Jean-Pierre Lyvinec
Trede priz : Allah’s kanañ gant Mikael Baudu

Rummad Pladennoù
Priz 1añ : « Tân » gant Lleuwen Stefan
Eil priz : « Ehan » gant Gweltaz Adeux
Trede priz : « Noz an nedeleg » gant Yann Raoul

Rummad Levrioù
Priz 1añ : « Torr e benn » gant Yann Bijer
Eil priz : « Andon ar gasoni » gant Mich Beyer
Trede priz : « Ar Saouzanenn » gant Bernez Tangi

Loread kentañ pep rummad en deus resevet ur priz a 1500 € digant an Ofis Publik e anv Kuzul-rannvro Breizh. Pep a 500 € a zo bet roet d’an eil ha d’an trede loread.
Ur c’hizelladur diwar zorn Jean-Loup Le Cuff a zo bet profet ivez da pep loread.

Evit lenn kinnig al loreidi, pellgargit ar pezh stag mar plij.

Skeudenn : Copyright : Charles Crié
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn