Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (1412 ko)  Fichier pdf 
  Bilańs an distro-skol en hentadoł divyezhek

E 2011, evit ar 34e distro-skol da-heul, e talc'h ar rouedad skolioł d'en em zispakań. Tremenet eo bevenn ar 14 000 skoliad.
Kresk zo gant pep hini eus an 3 hentad e pep departamant.


Gant tremen 400 lec’h divyezhek emeur bremań.
6 hentad nevez zo er skol-vamm (3 e Penn-ar-Bed ha 3 er Mor-Bihan) hag ur c’hendalc’h zo e 2 skolaj ouzhpenn (e Penn-ar-Bed o-daou). En tu all da 14 082 skoliad zo (ha 47 ouzhpenn e Pariz).
E 2011 ez eus 637 skoliad divyezhek ouzhpenn (gwanoc’h e oa bet ar c’hresk e 2010, dreist-holl eus tu ar c’hresk diabarzh, da lavaret eo emdroadur an hentadoł a oa anezho bloaz a-raok da nebeutań).
Ur wellaenn hollek eo dre ma kresk sifroł pep hentad e pep departamant, ar pezh ne oa ket gwir e 2010.
Da 4,7% e sav ar feur kreskiń hollek e 2011. Ur wellaenn eo e-keńver 2010.
Evit echuiń ganti, Roazhon eo ar gumun gentań a zo enni muioc’h eget 600 skoliad divyezhek.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn