Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Kallag a lavar Ya d’ar brezhoneg

D’ar Yaou 6 a viz Here 2011 e oa bet sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kumun Kallag, goude ar vot a-unvouezh a oa bet tapet gant an ti-kęr da ouestlań degemer a-benn daou vloaz, label 2 Ya d’ar brezhoneg.

Roll an oberoů dibabet gant an ti-kęr a oa bet displeget d’ar saliad gant an itron Maerez Carole le Jeune : staliań panelloů divyezhek (mont e-barzh hag e-maez ar gumun, ti-kęr, savadurioů-kęr), divyezhekaat ar pedadennoů, ar responter, ar c’hartennoů-bizit, ar paper-lizher, derc’hel da vrudań ar c’hentelioů brezhoneg d’an dud deuet ha prenań ingal levrioů brezhonek evit al levraoueg.

An aotrou Jean-Yves Milbeau, kuzulier-rannvro, en doa meneget politikerezh yezh ar rannvro, ar skoazell d’ar frammoů evel hini Strollad Kallag (c’hoariva) hag ar pouezus ma oa stummań yezherien nevez.
An ao. Ronan Tremel en doa kontet al labour graet gant an Ofis, adalek e grouidigezh e 1999 betek bezań lakaet da framm publik e 2010.

A-raok sinań gant ar vaerez, ha goude bezań trugarekaet an eilmaerez Lydia Guilcher evit he labour, G. Morin en anv Ofis Publik ar Brezhoneg en doa pouezet war an daou geloů mat a oa o tont er memes koulz e Kallag : sinadur karta Ya d’ar brezhoneg hag al labour a zo war ar stern – gant an ti-kęr, an Ofis Publik hag an Ensellerezh Akademiezh - da zigeriń ur c’hlas-mamm divyezhek publik e Kallag e Gwengolo 2012.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn