Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


  Ouzhpenn 100 den da-geńver ar sinadur Ya d'ar brezhoneg e Bruz

Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant an ao. Philippe Caffin, maer Bruz (35) d’ar 1ań a viz Here 2011 hag an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoů Breizh ha prezidantez an Ofis Publik.

Ouzhpenn 100 a dud a oa deuet evit lid ar sinadur Ya d’ar brezhoneg e ti-kęr Bruz, en o zouez an ao. Yvon Mahé, kuzulier-departamant al Liger-Atlantel hag ezel eus kuzul-merań an Ofis Publik.

2 vloaz zo e oa bet tapet hent Ya d’ar brezhoneg. Ur bodad tro-dro d’ar yezh a oa bet savet ma’z eus deuet un 30 den bennak da gemer perzh.
Kinnigoů en doa graet ar strollad d’ar c’huzul-kęr en deus votet a-unvouezh goude-se. 3e kęr an Il-ha-Gwilen (gant Roazhon ha Redon) bet sinet Ya d’ar brezhoneg ganti eo Bruz hag an eil eo he deus dibabet al live 2.

Kreńvaat a ray ar startijenn a zo e Bruz tro-dro d’ar brezhoneg : berzh an hentad divyezhek (tost da 100 skoliad er c’hentań derez publik) hag ar c’hentelioů-noz a ya war ziorren.
Votet en deus ar c’huzul-kęr evit lakaat an oberoů-mań e pleustr : plakennoů straed divyezhek, skoazellań an hentad divyezhek, stummań war ar brezhoneg ar wazourien-kęr a fello dezho... Lod eus an oberoů zo bet boulc’het dija.
Un digarez eo bet an devezh-se evit diskouez Yacouba, ur film-bevaat e brezhoneg, bet sevenet gant bugale an hentad divyezhek e 2008.
(http://www.ville-bruz.fr/Culture-regionale-la-Ville-dit-Ya.html)
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn