Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (2092 ko)  Fichier pdf 
  Lańs zo bet roet e Brest d’ar c’houlzad «Plijus» evit ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien.

Degemeret eo bet ar gazetennerien d’ar 7 a viz Gwengolo gant an it. Lena Louarn, prezidantez an Ofis Publik ha besprezidantez ar C’huzul-rannvro e karg eus yezhoł Breizh, an it. Bernadette Abiven, 1 ań eilmaerez Brest, an it. Anne-Marie Kervern, eilmaerez, hag an ao. Fulup Jakez, rener an Ofis Publik evit kinnig dezho ar c’houlzad nevez evit ar c’helenn d’an oadourien.

War al lec’h e oa ivez ar c’hevredigezhioł Deskiń d’an Oadourien, framm stummań ar gelennerien d’an dud deuet ha Sked a ginnig kentelioł brezhoneg e Brest hag er c’humunioł tro-dro.

Ouzhpenn 30 framm stummań ha 240 kumun a gemer perzh er c’houlzad-mań dre skignań skritelloł, plegfollennoł, pennadoł en o c’hannadig-kźr ha/pe en o lec’hienn Genrouedad. Kemend-all a vez graet gant departamant ar Mor-Bihan, hini al Liger-Atlantel ha Rannvro Breizh he deus lakaet da bal kentań lakaat niver ar yezherien da greskiń. Anv zo bet graet gant an it. Lena Louarn eus ar sammad roet gant ar Rannvro (tost d’ ur milion a euroioł) evit ma vefe stummet muioc’h-mui a oadourien.

Ouzhpenn 5000 den a heuilh kentelioł noz bep bloaz (ur c’hresk a 8,5% evit ar pezh a sell ouzh an deraouidi er bloavezh 2010-2011) ha stajoł.
O kreskiń diehan emań an niver a zeskerien a laka o anv er stummadurioł hir ha stank, ar re roet gant ar frammoł anavezet gant Rannvro Breizh evit ar stummań micherel. Digoret e vo a-benn nebeut stummadurioł e Kemper ha Konk-Kerne (29), Pondi hag Aradon (56) hag e Sant-Ervlan (44).

Gant an Diplom Barregezh war ar Yezh e c’heller lakaat anavezout ar stummadurioł-se.
Digeriń a reont hentoł nevez d’ar re a fell dezho klask ul labour e brezhoneg (kontań a reer 1200 implij bennak o c’houlenn “ barregezh war ar brezhoneg” e 2011).
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn