Retour page d'accueil
 
 
  Page en version française


 
 
 
 
 
 
   
 


Pellgargañ (203 ko)  Fichier pdf 
  10vet lid Priz dazont ar brezhoneg : an disoc’hoł

E Gwened e oa bet aozet lid roidigezh Prizioł dazont ar brezhoneg d’ar Gwener 17 a viz Mezheven, dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro e karg eus yezhoł Breizh hag an ao. David Robo, maer Gwened. Gantań e oa deuet Gabriel Sauvet, eilmaer karget eus ar sevenadur, Patrick Mahé ha Philippe Le Formal, kuzulierien-kźr. Dudius eo bet ar prantadoł sonerezh gant ar c’hlavisin a zo bet kinniget d’an dud gant an it. Claude Nadeau, prezidantez skol Diwan Pariz ha sonourez varok.

Gant an Ofis Publik e vez aozet ar prizioł-se hag a oa bet krouet e 2002 diwar c’houlenn ar C’huzul-rannvro. Savet int bet evit lakaat war wel ha skoazellań an oberoł kaset da benn a-unanoł pe a-stroll evit ar brezhoneg.

4 rummad zo. E pep hini anezho e vez enoret 3 loread.

Er rummad kevredigezh eo bet roet an trede priz d’ar gevredigezh « Hipolenn » a glask reiń ar c’hoant lenn e brezhoneg d’ar vugale dre aozań abadennoł lenn, abadennoł kontań, dre brestań levrioł ha kement ‘zo.
An eil priz a zo aet gant ar gevredigezh Skrabidoull bet krouet gant Patrick Béchard a zo o chom e Gwened. Savet ez eus bet ul lec’hienn gant ar gevredigezh ma c’hell neb piv bennak postań ha/pe bellgargań bannoł-treset e brezhoneg.
D’ar gevredigezh Bretoned Sant Gwilherm eo bet roet ar priz kentań. Studierien Sciences-Po Pariz a orin eus Breizh a vez bodet er gevredigezh-mań. Ar priz kentań a zo bet roet dezhi evit bezań deuet a-benn da enrollań o statudoł en div yezh e Prefeti Pariz.

Er rummad "embregerezhioł" eo aet an trede priz gant an embregerezh Geval Onyx evit bezań diorroet ar brezhoneg war skoroł brudań e broduioł adverań.
An eil priz a zo aet gant Fnac Roazhon, Fnac kentań Frańs a ginnig ur panellerezh divyezhek.
Hag ar priz kentań a zo bet roet d’an Apotikerezh Chéret, staliet e Sant-Eganton, a ginnig ur panellerezh divyezhek er stal a-bezh.

Er rummad “Strollegezh” eo aet an trede priz gant ti-kźr Lokmaria-Kaer evit e oberoł diorren ar yezh en un takad touristel-kenań ; gant Poc’hźr Kumuniezh eo aet an eil priz evit bezań lakaet an divyezhegezh war wel war aveadurioł ar gumuniezh e servij an dud (kirri, koufroł al lastezerezh, salioł dudi). Hag ar priz kentań a zo bet gounezet gant kumun Kemperle evit al labour don kaset da benn gant holl servijoł an Ti-kźr a genlabour en un doare frammet hag efedus-kenań hag evit bezań staliet plakennoł-straed er gumun a-bezh.

Hag evit echuiń, er rummad « hiniennoł » eo Vladislav Ezhov, a orin eus Rusia, studier yaouank war ar brezhoneg abaoe 2006 e Roazhon, hag a zo oc’h echuiń ur master war ar yezh, en deus tapet an 3e priz. An eil priz a zo aet gant Yann-Varc’h Thorel, ha troer Dostoļevski. Yann-Varc'h Thorel, kelenner e skol Diwan Sant-Briegen deus tapelt an eil priz evit e droidigezh eus « Menez an ene » skrivet gant Gao Xingjian skrivagner sinaat tapet ar priz Nobel gantań. Aet eo ar priz kentań gant Mikael Bodlore-Penlaez evit bezań savet, gant skoazell Divi Kervella, ar pezh-mell « Atlas Breizh » brav.

Evit gouzout hiroc’h, pellgargit ar pezh stag.
 
   
   
 
       
Ajañs Web : MBA-Multimedia   Ar Servijoù  |  Ar brezhoneg  |  An Ofis Publik  |  Keleier  |  Bankoù termenoù   |  Darempredoù   |  Kelenn